Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - Avanturiou eun den yaouanq a Vreiz-Izel.djvu/30

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
30


Va Mestrezic, va charante,
An ini a garrien muia,
Ha pa sònjàn en qementse,
Va c’halon a venn ranna.

Oll blijadurou an natur
A zo êchu evidon :
Echu e zê ar blijadur
A danvee va c’halon ;
Echu ê ar gontantamant
Am boa ebars ar bed-mân :
Foëi d’an aour ha foëi d’an arc’hant,
En nep guis n’o dezíràn.

Me a garfe caout eur matier,
A guement a ve capabl
Da renta va c’halon ceder,
Da zec’hi va daoulagad,
Da rejouissa va c’halon,
Da gontanti va speret,
D’am lezel en affliction
Ha da rêi din ar yec’het.

Mes qementse zo incredabl,
Ha ne éruo biqen ;
Me zo ar muia miserabl
Eus an oll grouadurien
A meus collet en eun instant
Ar frouez eus a bemp blavez,
En eur goll va c’hontantamant,
Va flijadur, va Mestrez.

Adieu eta, pares Plestin !
Adieu, tud a gonsecanç
Me a meus cavet va chagrin
E mesq ho rejouissanç ;
Me ’meus ho c’heuillet gant douçder
Me ho qüitta gant glac’har,