Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - Avanturiou eun den yaouanq a Vreiz-Izel.djvu/3

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ





AVANTURIOU
EUN DEN YAOUANC
A VREIZ-IZEL.


————



Tostait oll, tud yaouanc pere’ form amitie,
Da c’hout penos e commanç hac e coez adare ;
Rac me a zo den yaouanc hac em boa-hi formet :
Qen, en dê hirio an deiz, n’am boa-me he c’huitêt.

Nep a lavarje din-me, bremâ eus uguent mis,
E coezjen er chadennou demeus ar yaouanqis,
Me a respontje deàn gant eun êr a goler :
Ne gredàn qet ’ve merc’het am grafe prisonnier.

Ebien, va breudeur yaouanc, bet on en o frison,
Amarret gant o laçou bete griou va c’halon,
En eur joa, en eun trionf, en eun douçder barfet :
N’eus qet a voelloc’h jolier eguet m’ê ar merc’het.

Jolierien ar prisonniou a zo cris ha cruel,
A ro côlo da gousqet d’an nep zo prisonnier ;
Mes, er c’hontrel, ar merc’het p’o devo ho chadennet,
A roi dêc’h eus o güella, mad bras int da garet.

Evit clasq dêc’h eur poltret demeus o amitie,
N’en dê qet ret din sevel ermès eus va goele ;
Chom a ellàn em zomder, pa na’meus qet a c’hoen,
Da gomposi d’am mestrez ha din eur ganouen.

Arça eta, commançomp digas var an tapis
Penos tremen an amzer e mesq ar yaouanqis ;
Me’ n em laqai da guenta, rac se ne fachit qet,