Pajenn:Ledan - An daou vreur, 1843.djvu/23

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
(23)

hep douet, abalamour d’ar soign dener a guemere Mac’harid eus ar buguel. Ar maread amzer a dremenas eno, a voe un amzer a venediction evit ar c’hontre, rac ober a eure da galz a dud caç o bugale d’ar scol, hac e joa vras an habitantet, e promettas distrei en o zoues. Güelet a rejot an den venerabl-se e yy ar paour, atao soulajet gantàn, consolet ha sicouret. Güelet e vije en ilis en un devotion ar vrassa. Alies e voe güelet en ty scol, oc’h ancouraji gant e gomzou leun eus a vadelez, ar mestr hac ar scolaerien. » Respet, bugale, emezàn ; respet d’an hini ho qelen ! Ho tadou hac ho mamou o deveus roet deoc’h ar vuez, mes ho mestrou a zisq deoc’h d’e feurgarga dignamant. D’an nep a bretant, evel a lavar Yan, na rent qet an descadurez an dud güelloc’h, e responun gant atiz : Errol ! va mignonet ; en em drompla rit : an descadurez a ell distruji ar viç eus an ignoranc. »

Un devez en devoe ur gonversation hir gant Yan : an deiz varlerc’h e bêvar buguel a yeas dar scol. An deiz arauc ma partias, an A. comt a reas da Fanch mont gantàn da ober ur bourmenaden, diouz an abardaez.

— Deomp da velet ho verjeou, emezàn, en eur vousc’hoarzin. Pa voent êruet, e c’houlennas ouz Fanch : » Ar verje vras-hont de dêo-hi get deoc’h, dre ma zeo stoc d’ho touarou ? »

— Nan, Autrou comt. Eul loden e voa eus hon douarou güechal ; mes va zad a ràncas he güerza evit paea dleou en devoa. An A. Ꝃlorc’h, tad an hini a zo deuet amâ d’ho qüelet, eo en deveus e brenet. Hirio, dre ma zeo antretenet