eol hanvet ive an Oriant ; adreg ho quéin e po ar c’huz-eol, a c’halver ive an Occidant ; ho torn deo e vo er c’hreis-dé hac ho c’hini cleïz en anter-noz.
Dalc’hit-mat sonj anêzé rac alies e vont mantionet.
Ret ê ive din lavaret dec’h eur guir d’eus eun instrumant hanvet télescop, d’eus a behini an astronomet en-em servij evit sellet d’eus an astrou. Dre ennan o guelont calz brassoc’h ha tostoc’h dêze ; hac eun infinité a steret hac ha blanédennou a ne allomp quet guelet gant om daoulagat noaz, na echapont quet dèze dre sicour an intrumant-se.
An télescop so composet d’eus eun duozen hac a zo strissoc’h d’eus eur penn evit d’eus ar penn all. En peb penn eus an duozen-ze zo eur veren ac a zo teo er c’hreïz ha plateet betec mont da netra varzu ar bordou.
Al lagat e ve placet d’eus gueren ar penn moan. Pa ve braquet an instrumant-se var eun tour a eul leo distanç pe ouspen e seblant an tour bea stog er penn all an duozen hac e c’halfer conta ar meïn benerez ennan.
Dre an télescop ive ez-eus gouet just pegueit e ve eur blanéden ec’h ober e zro annuel ; cetu aman penos en-em guemerer evit-se : placet ve an instrumant varzu an astr ; quemer a rer merq d’eus an dé, an heur hac ar minut, hac e condaoner an télescop da non-paz bouj d’eus e blaç. Compren e rêr penos pa ve êchu tro ar stereden e tigoe d’ei en eur gaout adarre crag en beg an telescop, ha neuze e êz goût pet dervez, heur ha minut e ve bet oc’h ober e zro.