Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Prat - Trubuilhou an aotrou Gargam,1909.djvu/35

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
29
TRUBUILHOU AN AOTROU GARGAM


GARGAM

(d’an dud) :
Va arc’hant !…
 

AR C’HENDERV

A zo
Talvoudus bras war va meno.
Hebdoc’h ni a vije diez !…
 

GARGAM

Hep va arc’hant a leverez ?…
 

AR C’HENDERV

Gwelit petra c’helfac’h ober…
 

GARGAM

Netra breman ’vidout, kenderv…
Diwezatoc’h ma vez gallet
Sur mad me yelo d’az kwelet.
 

AR CHENDERV

Mad, neuze ez an adarre…
Kenderv, kenavo dizale !…
 

GARGAM

Kenavo !…
 

AR C’HENDERV

(d’an dud en eur vont er-meaz)
Eul lein espernet !