KANAOUENN
Eled an nenv, meulit Doue,
Ha c’houi, evned ive,
En uhelder, embannit-ta
Evez hon Tad kenta !
D’ar boked nevez digoret,
El liorzou glazet,
Doue a ro gliz ar mintin,
A lintr en heol lirzin !
D’al labousig nevez ganet,
En eun neizig kuzet,
Doue a ro eun tad, eur vamm
Ha n’hen dilezo tamm !
D’ar minorig hep ti na tan,
O c’houzanv kalz a boan,
Doue a zigas e elez,
Tud leun a vadelez !
Hag e roont hep marc’hata
Arc’hant da zornata,
Da dud Doue bet dibabet
Da zevel minored !
(Adkana ar poz kenta, ma karer).
GARGAM (o tiskouez ar vugale)
O c’hanaouen, aotrou Rener,
Da’m diskouarn a zo tener.