Pajenn:Le Prat - Trubuilhou an aotrou Gargam,1909.djvu/23

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
17
TRUBUILHOU AN AOTROU GARGAM


PEMZEKVET DIVIZ


AN A. GARGAM, PAOTR AL LIZEROU


PAOTR AL LIZEROU

Deiz mad d’an aotrou !

GARGAM

Deiz mad, va faotr !

PAOTR AL LIZEROU

Al lizerou
Eo a zigasan d’eoc’h !

GARGAM

Diskouez !…
(Goude beza sellet tost).
Asa, lavar din, va faotr kez,
N’eus ket aze pemp-war-nugent ?

PAOTR AL LIZEROU

Hag a zo gwir, aotrou ; ’velkent
N’hallen ket degas abretoc’h !

GARGAM

Ne c’houlles ket, lavar kentoc’h !
Aon bras eo ac’h eus bet marvat
N’az pije ket a galanad !