Pajenn:Le Joubioux - Doué ha mem bro.djvu/89

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 85 —


en doarenès.


Pardon, mam-gouh, excuset-mé !

er vam-gouh.


Kaër-é gout, er ghir digaré,
Peur Jannik, a zo rai izel
Eit ha guéneu a zamesel.

en doarenès.


Hama, mam-gouh, pe zei creisté,
Ni a gonzo a ghemeut-cé
Ghet er skolaer, mem brér Jean,
Pé èl m’en hanvet-hui Iehan ;
Ghet er housin er haporal,
A zo bet pêl ér hapital.
Mam-gouh, ni a huélo nezé
Pihue en dès tort ha hui pé mé.

er vam-gouh.


Tor arré ! Jannik, laret gheu :
Gheu ha tor, Jannik, a zou deu.

Er viren de greisté


Er Vam-gouh, hi Doarenès, Uissant, tad er verh-youank, hé brèr, er skolaër, hag hé handerhue, er Haporal.


er vam-gouh.


Me fé ché, cleu, me fautr Uissant,
Te fond, peb plai, ur yoh argant
Aveit derhel ér skol é kér
Ha Jannik ha Iehan hé brér.