Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Joubioux - Doué ha mem bro.djvu/74

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 70 —



Me vèn trezein er morik douç
En dès trezet é vaghik kouz.
Me halon zo, etc.

Drest peb-tra me vèn pedein Doué
Ghet-n-oh, broïsèd, lan a fé.
Me halon zo, etc.

Me vèn èl oh, ar men deulin,
Ér vinèd eit me zud pedein.
Me halon zo, etc.

Ghet-n-oh me larei pedenneu
Én un ilis dû dré vlaïeu.
Me halon zo, etc.

Me vèn é Breih bout béïet,
Hag étal me mam beur laket.
Me halon zo, etc.




EN DAL A BLÉREN.


————


É borh Pléren, é hès un dal
Péhani n’en dès ket é bar ;
Ne vehé ket kavet un al
Èl Job ér puar horn ag en doar.

Job a houér kement tra zo bet
A houdé kand vlai ér barrès ;
Pihue zo marv ha pihue zo gannet,
Job el laro d’oh én é ès.