Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Joubioux - Doué ha mem bro.djvu/72

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 68 —



Rom hag er Pab e mès gùélet,
Ha Breih ne mès ket ankoéhet.
Me halon zo, etc.

Ér broïeu-zé, deusto ker kaër,
Prepet me halon oé ér ghér.
Me halon zo, etc.

Men diskoarn a hoanté konzeu
A lar d’emb é Breih hur mameu.
Me halon zo, etc.

Men deulegad a glaské lann,
Kelen glas ha bleu er belann.
Me halon zo, etc.

Ne huélen ket mui er bragheu
En dès miret demb hun tadeu.
Me halon zo, etc.

Ne gleuen mui er binieu
Nag er barz ghet é gùerzenneu.
Me halon zo, etc.

Bet ne dremeinei mem buhé,
É Breih é chomein mar vèn Doué.
Me halon zo, etc.

Me vèn bihuein é ty me zad ;
Ino hemb kin é on erhat.
Me halon zo, etc.

Me vèn choukein idan er gùé
En dès ean bet skedet ehué.
Me halon zo, etc.