Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Joubioux - Doué ha mem bro.djvu/70

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ



TAIRVÈD DARN.


————
BREIH HA BREHONEK.


————
KARANTÉ ER VRETONNÈD DOH OU BRO.


Ton : En hani gouz.


————

Paris, 12 Imbril 1838.


Me halon zo
Ghet mem bro,
Oh ! ya, prepet é vo !

Hag é vehen é pèn er bed,
Dob Breih me halon vo staghet.
Me halon zo, etc.

En heol, m’er gouér, a huél broïeu,
Él léh m’en dès mui a vadeu.
Me halon zo, etc.

É Paris é huélan treu bràu,
Treu kaër d’em deulegad attàu.
Me halon zo, etc.

Me zo bet é mesk er Sauzon :
Étal d’hai é omb paorion.
Me halon zo, etc.