Pajenn:Le Joubioux - Doué ha mem bro.djvu/64

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ
— 60 —



« Er rô a ramb de monnet d’hou chapel,
« Ghet hur mam beur hag hun tad, diarhein,
« Hemb larèt ghir, ar yun ha digabel ;
« Tro er chapel a remb ar hun deulin. » (bis.)

— Tra burhudus ! er goal-amzér a dàu !
Er heih peskour ne gol ket é vuhé !
— Én trebilleu, pedamb er Sænt attàu ;
Sàuamb attàu hur halon trema Doué ! (bis.)




ROM.


18 Kala-gouyan 1840.


Me garehé, Rom, ha kannein ;
Mæs ha kannein ne hellan ket !
Ne hellan nameit ha kârein
Drès kement tra a zo ér bed !
Pe ne gârehen ket Roma,
Petra a gârehen enta ?


————