Pajenn:Le Joubioux - Doué ha mem bro.djvu/60

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


D’em broïs, en Eutru MONNIER.


————
ER PESKOUR AG EN ETEL.


————

Jojeb er Hor, peskour ag en Etel,
Eit mont d’er mor a stalé é rudeu.
Kaër-oé ’n amzér ha bràuik en ahuel ;
Vil-oé neoah, vil bras en houlenneu. (bis.)

— Ah ! chom ér ghér, a laré d’hé fried
Er gheih Jannik, chom bet arhoah ahoel !
Eid on hineah ne vo ket a gousket ;
Creinein a ran ne sàué goal-ahuel. (bis.)

— Na peès ket eun, ké ghet ha vugalé :
Red-é, Jannik, red-é d’ein ou mâghein.
Pedet eid on, pedet en Eutru Doué,
Ha droug erbet ne zigouéhou ghet-n-ein ! (bis.)

— Oueit-é ér maez, oueit trema er Guervér,
Goudé cuh-heol, Jojeb er heih peskour !
Seuel a ra é bèr er goal-amzér !
Penaus, allas ! é arzo doh er mour ? (bis.)

Er gheih Jannik a oé chomet ar sàu,
Hi hunan gaér ar gornik hé hulèd.
Pedet hi doé, hi a bedé attàu ;
Larèt hi doé dèk gùéh hé chapelèd. (bis.)