Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Joubioux - Doué ha mem bro.djvu/54

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 50 —



D’er gouyan a pe gouéh en erh,
É oh gusket tuem mad ;
Er peur liès a gouéh hemb nerh,
Sclasset èl un énevad !
En tan én hou hulèd a splan ;
Hou ty zo lan a duemdér :
Ty er peur, hag é vehé clan,
A zo ur hreuik distér.

D’er sul, pe yet d’en overen,
Hui a husk hou treu bràu !
Hemb difforh, d’er sul èl aghen,
Er peur a zo peur attàu !
Én ilis memb, ô tra kalet !
Eid omb èl eid oh kerclous,
Pêl doh en autér forbannet,
É omb avel tud kakous !

Keih peur, aveit clask ha dameu,
Pe yès a zor de zor,
Er vugalé doh ou mameu
Bean a guh é raug er paor !
Er hi, pe za un dén pinhuik,
Chomet don avel un oén,
A harh, mar tostès un tamik,
Avel inep d’ur fal zén.

D’er peur, oh ! péh un tarh-kalon,
Tremeinein ar en doar,
Forhet a bep consolation
Ha baiet ér glahar !
Oh ! péh ur vuhé ankinus
A stleij-ean bet é vé !
Er marv ken huerhue d’en dud eurus
Er hav-ean lan a joé !