Pajenn:Le Joubioux - Doué ha mem bro.djvu/38

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ



KENAVO D’EM BRO.


————


Nannèd, 28 a vis Æst 1840.


Allas ! mont a ran pêl !
Kenavo d’id, mem bro !
Kenavo, doar santel !
Kenavo, kenavo ! (bis.)

Kenavo, me mam vad,
Eid hou mab pedet Doué !
Kenavo, me houh tad,
Eid on pedet ehué ! (bis.)

Kenavo, mem bredér,
Ha té, me hoér Terès !
Eid hou prér ur batér
É chapel er Huérhiès. (bis.)

Kenavo, hui ker mad
Ha ker carantéus,
A gâran èl me zad !....
Ah ! re-veoh eurus ! (bis.)

Aveid er heih peur clan,
Oh ! péh un tarh-kalon,
Mont ker pèl é hunan !…
Mæs Doué a vo ghet-hon ! (bis.)