Pajenn:Le Joubioux - Doué ha mem bro.djvu/36

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 32 —


Dihuennet-mé, Gùérhiès santel,
Eit mam en hou keméran :
Ur sellik hemb kin, ya ur sèl
Ar er peur Moussik bihan.

Hul lestr ar gain en houlenneu
A neij avel er guignel
É creis en aibr : é houilieu
A zo avel divaskel.
Doh droug, goarnet-ni, Mam santel,
Pe gorn er mor eahussan ;
Keméret idan hou mantel
Lestr er peur Moussik bihan.

Pe sàu boketteu, er guignel
A zistro ghet kalz a joé
D’hé bro ketan, ag ur vro pel :
Eit-hi péh ul lehuiné !
Ah ! bro erbet n’en dé ker kaër
Èl er vroïk a gâran !
É ma, prepet é vo ér ghér
Kalon er Moussik bihan.


————