Pajenn:Le Joubioux - Doué ha mem bro.djvu/28

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 24 —


— Merhuel a ra er brehonek,
Allas ! lahet dré er gallek !
— Un dén youank a dremeiné,
Hag é galon lan a dristé,
A dremeiné étal er mor,
Én ur ouilein ar é Arvor !
— Kavein a ra (na péh boneur !)
Telen Arvor, en delen eur !
— Eit séhein hun dareu, un Æl
A dennas en delen santel,
Hi zennas ag en houlenneu,
Hi groas abéh ghet hé zameu !
— Dén youank, petra a hrei-té
Ghet ha delen, ha garanté ?
— É galon ghet joé a feutas ;
Ag é galon é keméras,
É keméras mar-a-nerhen
Hag ou stagas ar en delen.
— Sonnein a ra : ni vo prepet,
Prepet Bretonnèd, tud kalet !

— En dassonn a rescond : prepet,
Prepet é vehemb Bretonned !
— Sonnein a ra : er brehonek,
Attàu, mem bro, vo te bredek !
— Tro-ha-tro ur voéh vras a sàu :
Er brehonek attàu, attàu ! -
— Ean a son : Drest en ol vadeu,
Kâramb er Hrist, Doué hun tadeu.

— Ur voéh a sàu, èl boéh er mor
Er Hrist attàu, Doué en Arvor !


————