Pajenn:Le Joubioux - Doué ha mem bro.djvu/26

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ



EN EIL DARN.
————


KANVET.
————


D’en Eutru BRIZEUX, barz breton ha gal.


————


TELEN EN ARVOR.


————


Arvor, aghênt bro er barzet,
Allas ! mui n’hi doé barz erbet !
En æstik, d’en amzér nehué,
Peb plai, ér hoèdeu a ganné.
— Ah ! kan attàu, kan douç æstik !
Er barzèd mui ne sannant grik !
— De galan-gouyan, en audeu
A hudé ghet en houlenneu.
— Sco er herrêg, sco, mor attàu,
É voéh mui barz erbet ne sàu !
— Beta bremen, mem broïk beur,
Sonnein a ré te delen eur.
Tud fal en dès taulet ér mor,
A dameu, telen en Arvor,
Ha degasset ou dès un al,
Un delen pri ag er vro gal.
— Te zillad dû, mem bro, kemér,
Ar-n-ous deit-é er goal-amzér !