Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/98

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
84
KATÉKÎZ

romp-ni Doué. L. Dré ar feiz, ann espérans hag ar garantez. G. Pénaoz é tiskouézomp-ni é karomp Doué. L. O viroud hé c’hourc’hémennou. G. Hag aotréed eo énori ar grouadurien. L. Ia, é gwél Doué. G. Hag aotréed eo toui. L. Nann, némed é barn, ha dré lîd. G. Pétrâ eo eur blasfem. L. Eur gér faéuz a-énep Doué pé ar Zent. G. Péhini eo gan-é-omp ann deiz a éhan. L. Ar zûl eo. G. Oc’h ôber pétrâ é tléeur hé dréménout L. O tiski al lézen Gristen. G. Diouc’h pétrâ é tléeur téc’hout. L. Diouc’h al labour ha diouc’h ar péc’hed.




C’HOUÉZÉKVED GENTEL.
Eûz ar pévaré, eûz ar pemved hag eûz ar c’houec’hved Gourc’hémenn.

Ar pévaré gourc’hémenn a gémenn d’ar vugalé énori hô zadou hag hô mammou, sélaoui hô c’hélénadurésiou, senti oud hô gourc’hémennou, ôber hô gounid eûz hô c’hélennou, hô servicha hag hô skoazella é pép trâ. Ann distéra wallou a-éneb ann tadou hag ar mammou a zô péc’héjou brâz. Réd eo ivé douja hon tadou spéréduz, ann Eskeb, ar Véleien, ar Bersouned, ar Mistri a zesk ac’hanomp. Réd eo énori ha douja ar Roué hag hé oviserien, ô menna pénaoz eo Doué en deûz hô lékéad da benn d’é-omp. Ar pemved gourc’hémenn a zifenn laza, skei, lavarout kunujennou, en em venji, kasaad unan-bennâg, karoud drouk d’ézhan,