Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/78

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
64
KATÉKÎZ


Goulenn. Goudé marô Jézuz-Krist péléac’h éz éaz hé éné. Lavar. Enn ifernou é tiskennaz. G. Pétrâ ! el léac’h ma eo kastizet ann diaoulou. L. Nann, el léac’h ma édo ar Zent. G. Ha né oa c’hoaz dén é-béd enn Énv. L. Nann, Jézuz-Krist a c’hortozent évid hô lakaad da vond ébarz.. G. Korf marô Jézuz-Krist er béz hag hén a oa rannet eûz hé zouélez. L. Nann, béz’ é oa bépréd korf Mâb Doué. G. Pérâg é lévéreur pénaoz Jézuz-Krist en deûz gouzanvet hag a zô bét dazorc’het hervez ar Skrituriou. L. Dré m’hô doa diouganet ar Broféded kémend a zô c’hoarvézet gant-han. G. É pé stâd éma Jézuz-Krist enn Énv. L. Azézet eo enn tu déou da Zoué holl-c’halloudek. G. Ha Doué en deûs-hén eunn dourn déou hag eunn dourn kleiz. L. Nann, évid diskouéza eo ar véli vrâz eûz a Jézuz-Krist. G. Pérâg é lévéreur eo azézet. L. Évid diskouéza éma war éhan. G. Pérâk c’hoaz. L. Évid diskoueza eo Barner ha Roué.




PEMVED GENTEL.
Eûz ar Varn.

Éman Jézuz-Krist enn Énv na vîr kéd out-han na zeû da brédéria évid-omp, pa eo dré-z-han é teû d’é-omp holl c’hrasou Doué. Hén eo ar Bélek brâz, a erbéd évid-omp, hag a ginnig bépréd da Zoué ar sakrifiz eûz hé varô hag eûz he c’hloasiou,