Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/64

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
50
KATÉKÎZ

viker Jézuz-Krist hag ar penn gwéluz eûz ann Iliz.

Goulenn. Pétrâ a réaz ann Ébestel abarz ma en em skignjond dré ar béd holl. Lavar. Ober a réjond ar Sembol. G. Pétrâ eo ar Sembol. L. Eunn arouéz évid anaoud ar gwîr dud léal. G. Livirid ar Sembol. L. Mé a gréd é Doué, etc. G. Pétrâ a réa ann Ébestel évit diazéza Ilizou nevez. L. Lakaad a réant é pép kéar eunn Éskop, Béleien ha Diagoned. G. Piou a ziazézaz ann teir Iliz veûr. L. Sant-Per. G. Péléac’h é lékéaz hé gador, L. É Rom. G. Pérak. L. O véza ma oa penn-kéar ann Impalaerded G. Pétrâ eo kément-sé da lavarout. L. Éz eo ar Pâb ar penn gwéluz eûz ann Iliz. G. Pérâk. L. O véza ma éma é léac’h Sant Per. G. Piou eo ar penn diwéluz. L. Jézuz-Krist, péhini a zô enn Énv.




C’HOUEC’HVED GENTEL WAR-N-UGENT.
Eûz ann Tradision hag eûz ar Skritur.

Jézuz-Krist n’en doa kélennet néméd a-c’hénou, hép skriva nétrâ : ann Ébestel a réaz enn hévélep doaré er penn-kenta, ha kalz anézhô n’hô deûz skrivet nétrâ é-béd. Hôgen bépréd é lékéjond hô holl bréder da zeski diskikled, ha d'hô lakaat gwiziek a-walc’h évid diski ré all. Ével-sé hô c’hélénadurez a zô deûed d’ann Eskep kenta, eûz ar