Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/35

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
21
HISTORIK.

ma oé David skeûden ar Mesî enn hé labouriou hag enn hé c’hloasiou. Salomon a rénaz bépréd é péoc’h, karged a vadou hag a lévénez ; hag ar péz a zô kalz dreist, Doué en doa rôed d’ézhan ar gwîr furnez. Lakaad a réaz sével eunn iliz vrâz é Jéruzalem, hervez dézô hé dâd. Ann arc’h a gévrédigez a oé lékéad enn iliz-zé hag énô é gréad ar sakrifisou. Né oa néméd ann iliz-zé, ha né oa aotréet laza loéned da Zoué néméd war ann aoter a ioa enn-hi. Al lézen é doa gréad ar gourc’hémenn zé évit rei gwelloc’h da anaout pénaoz né oa néméd eunn Doué hag eur gwir gréden. D’ann divez Salomon a gollaz hé furnez, évit béza en em rôet ré d’ar blijaduriou ; hag ann divrôadézed a garaz dreist-penn, hen taolaz enn idolatri. Évid hé gastiza, hé rouantélez a oé dispennet goudé hé varô. Breuriez Juda hag hini Benjamin a joumaz hép-kén dindân béli Roboam hé vâb : ann dék breuriez all a géméraz da roué Jéroboam, eûz a vreûriez Éfraim. Hé-man, évit ranna hé dûd eûz a ré breûrïez ar roué a Juda, hag évit mirout na z-aend da Jéruzalem, a réaz eur gréden évit-hô hag a zavaz leûéou aour, a lékéa da azeûli enn hé rouantélez. Évél-sé é oé eur Chism, da lavaroud eo, eur rann a ziregaz Iliz Doué. Ar gwir iliz a joumaz é Jéruzalem, hag ann iliz faoz a zavaz é Sichem, ha goudé é Samari, a oé penn-kéar rouantélez Israel pé Éfraim.

Goulenn. Piou a rénaz goudé David. Lavar. Hé vâb Salomon. G. Pénaoz é rénaz-hén. L. Enn eûr--