Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/881

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
847
pé ann ekklésiastik.

lakaad ar bobl da ôber pînijen : disman̄tret en deûz ar fallagriézou argarzuz.

4. Trôet en deûz hé galoun oud ann Aotrou ; hag é deisiou ar béc’héjou en deûz startéet hé zoujan̄s é-kén̄ver Doué.

5. Néméd David, hag Ézéc’hias, ha Josias, holl rouéed Juda hô deûz péc’het :

6. Râk dilézet hô deûz lézen ann Uc’hel-meûrbéd, hag hô deûz disprizet doujan̄s Doué.

7. Lézet hô deûz hô rouan̄télez da eur bobl all, hag hô gloar da eur vrôad a-ziavéaz.

8. Ann diavésidi-zé hô deûz lékéat ann tân er géar zilennet, er géar zan̄tel : didûd hô deûz lékéat hé ruou, hervez diougan Jérémias :

9. Râg gwall aozet hô deûz ann hini a oa bét gwéstlet da brofed é kôv hé vamm, ha dileûret évid diskara, évid disman̄tra, évit kolla, hag évid assével ha névézi.

10. Ézéc’hiel eo en deûz gwélet ar wiziégez a c’hloar, en deûz diskouézet ann Aotrou d’ézhan̄ é karr ar Gérubined.

11. Râg arouézet en deûz gan̄d ar glaô ann droug a dlié da gouéza war ann énébourien, hag ar mâd a zeûjé gan̄d ar ré hô dôa heûliet ann hen̄t eeun.

12. Ra asbleûô enn hô bésiou eskern ann daouzék profed bihan : râk krévéet hô deûz Jakob, hag hô deûz hé zasprénet gan̄d eur feiz stard.

13. Pénaoz é veûlimp-ni gloar Zorobabel, a zô bét ével eunn arouéz é dourn déou ann Aotrou ;

14. Ha Jézus, mâb Josédek : râg hî hô-daou hô deûz assavet tî ann Aotrou, da dempl san̄tel évid hé c’hloar peûr-baduz ?

15. Én̄vor Néhémias a badô ivé pell amzer, hén̄ péhini en deûz assavet hor muriou diskaret, en deûz névézet hon ôriou hag hor potaḻou, hag assavet hon tiez.

16. Hini é-béd n’eo bét ganet war ann douar ével Énoch, péhini goudé-zé a zô bét skrapet diwar ann douar ;

17. Nag ével Jozef, péhini a zô bét ganet évit béza prin̄s hé vreûdeûr, skoazel hé diad, réner hé vreûdeûr, ha skôr hé bobl.

18. Hé eskern a zô bét emwélet, hag hî hô deûz diouganet goudé hé varô.

19. Set ha Sem a zô bét gorréet é gloar é-touez ann dûd, hag Adam enn hé grouidigez a zô bét savet dreist ann holl grouadurien.


————


L. PENNAD.


Meûleûdi Simon, mâb Onias. Hé béden.


1. Simon, mâb Onias, bélek-brâz, en deûz skoazellet tî ann Aotrou, a-héd hé vuez, hag en deûz krévéet ann templ enn hé zeisiou.

2. Hén̄ eo en deûz gréat diazez ann templ, ann tî daou-han̄ter, hag ar muriou uc’hel.

3. Enn hé amzer eo bét rédet ann dour er pun̄sou : peûr-leûniet in̄t bét ével eur môr.

4. Prédériet eo bét gan̄t-han̄ hé bobl ; hag eûz ar gollidigez en deûz hé dieûbet.

5. Kresket ha krévéet en deûz kéar : dellézet en deûz gloar gan̄d hé vuézégez é-ken̄ver ar bobl : lédanéet eo bét gan̄t-han̄ dôr ann templ hag al leûren.

6. Luc’het en deûz enn hé zeisiou ével ar wérélaouen é-kreiz ar c’hoabr, hag ével al loar enn hé c’hann.

7. Lugernet en deûz é templ Doué, ével eunn héol lugernuz.

8. En em ziskouézet eo bét ével ar warek a luc’h enn eur goabren c’houlaouuz, hag ével bleûn̄ roz enn névez-amzer, hag ével al lili a zô war aod ann douréier, hag ével eur wézen ézan̄s a rô hé c’houés-vâd enn han̄v ;

9. Ével eunn eliénen dân, hag ével ézan̄s a zivôged war ann tân ;

10. Ével eul léstr aour fétiz gôlôet a vein talvouduz a bép doaré.

11. En em ziskouézet eo bét ével eur wézen-olived a daol kreskou, hag ével eur wézen-sipres a zâv uc’hel, pa