Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/864

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
830
levr ar prézéger.

29. Râg al lézirégez a zesk kalz a zrougiez.

30. Dalc’h-hén̄ el labour : râg énô eo é tlé béza. Ma na zen̄t két ouz-id, laka-hén̄ da bléga gand ar c’héfiou ; hôgen na véz direiz é-kén̄ver dén é-béd, ha na réz nétrâ a c’hrisiaz, héb béza hé vennet mâd.

31. Ma éc’h eûz eur sklâv féal, ra vézô d’id kér ével da vuez : gra enn hé géver ével ma vé da vreûr ; ô véza ma éc’h eûz hé brénet gan̄d da c’hoad.

32. Mar gwall-aozez anézhan̄ ha gan̄d direizded, é tec’hô kuît.

33. Ha mar tec’h diouz-id, na wézi péléac’h mon̄t évid hé gavout.


————


XXXIV. PENNAD.


Péger stard eo ar ré hô deûz doujan̄s Doué.


1. Ar géd didalvez, hag ar gévier a zô évid ann dén diskian̄t : ann dûd diboell a zâv tiez war ann huvréou.

2. Ann hini en em stag out gwélédigésiou gaou, a zô ével ann hini a fell d’ézhan̄ kéméroud ar skeûd, ha mon̄d war-lerc’h ann avel.

3. Gwélédigez ann huvréou a zô ével skeûden eunn dén en em wél hé-unan enn eur mellézour.

4. Gan̄d eunn dra dic’hlan pétrâ a vézô glanet ? Eûz ar gaou pétrâ a zeûiô a wir ?

5. Diouganou ar fazi, hag arouésiou gaou, hag huvréou ar gwall dûd n’in̄t néméd avel.

6. Pennadou n’in̄t kén, ével c’hoan̄tou eur c’hrég vrazez : na rô két da galoun d’ar gwélédigésiou-zé, némét kaset é ven̄t d’id gan̄d ann Uc’hel-meûrbéd :

7. Râg ann huvréou hô deûz lékéat meûr a hini da fazia, hag ar ré hô deûz lékéat hô géd enn-hô a zô bét kouézet.

8. Gér al lézen a vézô sévénet hép gaou, hag ar furnez a vézô splann é génou ann dén féal.

9. Pétrâ a oar ann hini né két bét arnodet ? Ann dén en deûz eur wiziégez vrâz en dévézô ménosiou brâz : hag ann hini en deûz desket kalz, a zanévellô gan̄t poell.

10. Ann dén péhini n’en deûz két eur wiziégez vrâz, a anavez nébeûd a drâ : hôgen néb en deûz eur wiziégez vrâz, en deûz ivé kalz a ijin.

11. Pétrâ a oar ann hini né két bét arnodet. Ann hini a zô bét touellet, en dévézô kalz a widré.

12. Kalz a draou em eûz gwélet ô kan̄tréa, ha kalz a gisiou dishén̄vel.

13. A-wéchou ounn en em gavet enn abek d’ézhô é-tâḻ da golla va buez ; hôgen dieûbet ounn bet dré c’hras Doué.

14. Doué a ziwallô éné ar ré a zoujô anézhan̄, hag hé zell hô leûniô a vennoz :

15. Râg hô géd a zô enn hini a zieûb anézhô, ha daoulagad Doué war ar ré a gâr anézhan̄.

16. Ann hini a zouj ann Aotrou na grénô két, ha n’en dévézô aoun é-béd ; ô véza ma eo Doué hé-unan hé c’héd.

17. Euruz eo éné ann hini a zouj ann Aotrou.

18. Out piou é sell, ha piou eo hé nerz ?

19. Daoulagad ann Aotrou a zô war ar ré a zouj anézhan̄ : hén̄ eo gwarez hô galloud, stardérez hô nerz, hô dishéol er c’hrouéz, hô skeûd da grésteiz,

20. Hô harp pa in̄t daré da gouéza, hô skoazel pa in̄t kouézet : hén̄ eo a zâv hô éné, a skléra hô daoulagad, a rô d’ézhô ar iéc’hed, ar vuez, hag ar vennoz.

21. Kennig ann hini a ra eur sakrifis eûz a eur madou fallagr a zô saotret ; ha kunuc’hennou ann dûd direiz n’in̄t két hétuz da Zoué.

22. Ann Aotrou n’em em rô néméd d’ar ré a glask anézhan̄ é hen̄t ar wirionez hag ar reizded.

23. Ann Aotrou na c’hrata két rôou ar ré fallagr, na zell két out kennigou ar gwall dûd : na vézô két rôet gan̄t-han̄ d’al lôd brâz eûz hô sakrifisou ann distol eûz hô féc’héjou.

24. Néb a gennig eur sakrifiz eûz a