Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/777

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
743
levr ar c’hrenn-lavariou.

gresko ; hôgen ar ré a vézô dastumet gan̄d ann dourn a nébeût-é-nébeût, a greskô.

12. Ar c’héd a zalé da zon̄t a c’hlac’har ann éné ; ar c’hoan̄t a zeû da vâd a zô eur wézen a vuez.

13. Néb a gomz eûz a eunn dra gan̄t faé, en em en̄gwéstl évid ann amzer da zon̄t ; hôgen néb a zouj ar gourc’hémenn, a choumô é péoc’h. Ann énéou touelluz a fazi er péc’héjou ; hôgen ar ré reiz a zô trugarézuz, hag a râ trugarez.

14. Lézen ann dén fûr a zô eur feun̄teun a vuez, évid pellaat dioc’h disman̄tr ar marô.

15. Ar gélennadurez vâd a rôi ar c’hrâs ; hen̄t ar goapaerien a gâs d’al loun̄k.

16. Ann dén fûr a râ pép-trâ gan̄t kuzul ; hôgen ann dén diskian̄t a ziskouéz hé follen̄tez.

17. Kannad ann dén fallagr a gouézô enn drouk ; hôgen ar c’hannad féal a zô iéc’hed.

18. Diénez ha mézégez a vézô d’ann hini a zilezô ar gélennadurez ; hôgen néb a aotré ar c’hrôz, a vézô énoret-brâz.

19. Sévénidigez ar c’hoan̄t a zô dudi ann éné ; ann dûd diboell a argarz ar ré a dec’h diouc’h ann drouk.

20. Néb a gerz gan̄d ar ré fûr, a vézô fûr ; miñoun ar ré ziboell a vézô hén̄vel out-hô.

21. Ann droug a heûl ar béc’herien ; hag ar madou a vézô rôet d’ar ré reiz.

22. Ann dén mâd a lez da héred mipien ha nized ; ha danvez ar péc’her a zô miret évid ann dén reiz.

23. Kalz a frouez a zô é parkéier ann tadou : hôgen er ré all é tastumeur hép poell.

24. Neb a espern ar wialen, a gasa hé vâb ; hôgen ann hini hé gâr, hé gêlenn gan̄t préder.

25. Ann dén reiz a zebr, hag a leûn hé éné ; hôgen kôv ar ré fallagr ne d-eo két évit kaout hé walc’h.


————


XIV. PENNAD.


Labour. Doujan̄s ann Aotrou. Habaskded.


1. Ar c’hrég fûr a zâv hé zî ; ann hini diboell a zispenn gan̄d hé daouarn ann hini a oa savet.

2. Néb a valé enn eunn hen̄t éeun, hag a zouj Doué, a zô disprizet gan̄d ann hini a gerz enn eur gwall hen̄t.

3. É génou ann dén diboell éma gwialen ar rogen̄tez ; hôgen muzellou ar ré fûr a ziwall anézhô.

4. El léac’h n’eûz két a éjenned, eo goullô ar c’hran̄ch ; hôgen el léac’h ma éz eûz kalz a éd, énô éc’h anavézeur anat nerz ann éjenn.

5. Ann tést féal na lavar két a c’hévier ; hôgen ar gwall dést a embann ar gévier.

6. Ar goaper a glask ar furnez, ha n’hé c’hâv két ; ar gélennadurez a zô éaz d’ar ré fûr.

7. Kéa a-énep d’ann dén diboell ; rak na anavez két komziou ar furnez.

8. Furnez ann dén fûr eo évésaad oud hé hen̄t ; ha diboell ar ré ziskian̄t a zô fazi.

9. Ann dén diskian̄t a ra goâb eûz ar péc’hed ; hag ar c’hrâs a choumô é-touez ar ré reiz.

10. Ar galoun a anavez c’houervder hé éné ; hag ann diavésiad n’en dévézô perz é-béd enn hé lévénez.

11. Tî ar ré fallagr a vézô diskaret ; hôgen teltou ar ré reiz a vleûñô.

12. Eunn hen̄t zô hag a zô éeun, war ménoz ann dûd ; hôgen hé zivez a gâs d’ar marô.

13. Ar c’hoarz a vézô mesket gan̄d ar boan, hag ann doan a heûl al lévénez.

14. Ann dén diboell en dévézô hé walc’h eûz hé hen̄chou, hag ann dén mâd c’hoaz ouc’h-penn.

15. Ann dén diboell a gréd da bép gér ; ann dén fûr a zell oc’h hé holl gamméjou.

D’ar mâb touelluz na choarvézô mâd é-béd ; hôgen ar servicher fûr a iélô da vâd enn hé ôberiou, hag a gavô éeun hé hen̄t.