Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/764

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
730
levr ar psalmou.

9. Ann Aotrou a rénô da-vikenn ; da Zoué, ô Sion, a rénô a-wenn-é-gwenn.


————


CXLVI. PSALM.


Alléluia.


1. Meûlit ann Aotrou, râk mâd eo hé gana ; ra vézô hétuz ha dellézuz ar veûleûdi d’hon Doué :

2. Ann Aotrou eo en deûz savet Jéruzalem ; hén̄ eo a strollô bugalé Israel a zô skiñet.

3. Hén̄ eo a iac’ha ar ré a zô brévet hô c’haloun, hag a liénô hô gouliou.

4. Hén̄ eo a niver al lôd brâz a stéred ; hag a c’halv pép hini anézhô dré hé hanô.

5. Brâz eo hon Aotrou, ha brâz hé nerz ; ha diven̄t eo hé furnez.

6. Ann Aotrou a zifenn ar ré gûn̄ ; hôgen vuéla a rai ar béc’herien bétég ann douar.

7. Ken̄t-kanit ann Aotrou oc’h hé veûli-kaer ; kanit d’hon Doué war ann délen.

8. Hén̄ eo a c’hôlô ann én̄v a c’hoabr ; hag a aoz ar glaô évid ann douar. Hén̄ eo a laka da zével ar foenn war ar ménésiou, hag ar géot évit ézommou ann dûd.

9. Hén̄ eo a rô d’al loéned ar boéd a zô mâd d’ézhô, ha d’ar brini bihan a c’harm étrézég enn-han̄.

10. Na gâr két é vé fisiet é nerz ar marc’h ; ha né két hétuz d’ézhan̄ é lakajé ann dén kréd enn hé zivesker.

11. Hétuz eo d’ann Aotrou ar ré a zouj anézhan̄ ; hag ar ré a laka hô géd enn hé drugarez.


————


CXLVII. PSALM.


Alléluia.


12. Jéruzalem, meûl ann Aotrou ; Sion, meûl da Zoué.

13. O véza ma en deûz krévéet potaḻou da bersier ; ha ma en deûz benniget ar vugalé a zô enn-od.

14. Hén̄ eo en deûz lékéat ar péoc’h bété da harzou, hag a rô d’id da walc’h eûz a flour gwiniz (T).

15. Hén̄ eo a gâs hé lavar d’ann douar ; hé c’hér a réd buan.

16. Hén̄ eo a rô erc’h ével gloan ; réô a fenn ével ludu.

17. Hén̄ eo a gâs hé skourn ével tammouigou ; piou a hellô herzel dirâg hé iénien ?

18. Kâs a rai hé c’hér, hag é teûzô anézhô, hé avel a c’houézô, hag ann douréier a rédô.

19. Hén̄ a rô da anaout hé c’her da Jakob ; hé gélennou hag hé varnédigézou da Israel.

20. N’en deûz két gréat eunn hévélep trâ é-kén̄ver ann holl vrôadou ; ha n’en deûz két rôet da anaout d’ézhô hé varnédigézou. Alléluia.


————


CXLVIII. PSALM.


Alléluia.


1. Meûlit ann Aotrou eûz ann én̄vou ; meûlit-hén̄ el lec’hiou uc’hel.

2. Meûlit hén̄, hé holl éled ; meûlit-hén̄, hé holl arméou.

3. Meûlit-hén̄, héol ha loar ; meûlit-hén̄, holl stéred ha goulou.

4. Meûlit-hén̄, en̄vou ann én̄vou ; hag holl zouréier a zô dreist ann én̄vou,

5. Meûlit hanô ann Aotrou, rag hén̄ en deûz lavaret, hag hî a zô bét gréat : hén̄ en deûz gourc’hémennet, hag hî a zô bét krouet.

6. Hô lékéat en deûz da-vikenn, hag é pép kan̄tved ; eul lézen en deûz rôet, ha n’az ai két ébiou.

7. Meûlit ann Aotrou eûz ann douar, aérouen̄t, hag holl boullou-doun ;

8. Tân, kazarc’h, erc’h, skourn, avel-arné, c’houi péré a zéven hé c’her ;

9. Ménésiou, hag holl grec’hiou ; gwéz-frouez, hag holl wéz-sedr ;

10. Loéned c’houéz, hag holl loéned zon̄v ; aéred hag evned askellek ;

11. Rouéed ann douar, hag holl boblou ; prin̄sed, hag holl varnérien ann douar ;