Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/696

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
662
levr ar psalmou.

9. Dieûb da bobl, Aotrou, ha bennig da zigwéz ; ha rén anézhô, ha sav anézhô da-vikenn.


————


XXVIII. PSALM.


Évit peûr-ôbéridigez ann Tabernakl, Psalm David.


1. Digasit d’ann Aotrou, bugalé Doué, digasit d’ann Aotrou ar menned-tourz.

2. Digasit d’ann Aotrou ar c’hloar hag ann énor, digasit d’ann Aotrou gloar hé hanô ; azeûlit ann Aotrou enn hé borc’hed san̄tel.

3. Mouéz ann Aotrou a zô war ann douréier ; ann Doué a veûrdez en deûz ruḻet hé gurun ; ann Aotrou a zô war ann douréier brâz.

4. Mouéz ann Aotrou a zô enn ners ; mouéz ann Aotrou a zô er meûrded.

5. Mouéz ann Aotrou a dorr ar gwéz-sedr ; ann Aotrou a dorrô gwéz-sedr al Liban.

6. Hô bruzuna a rai ével eul leûé eûz al Liban ; hag ével menn eunn unikorn karet gan̄d hé vamm.

7. Mouéz ann Aotrou a skiñ flamm ann tân.

8. Mouéz ann Aotrou a laka da gréna ann distrô : ann Aotrou a lakai da gréna distrô Kadez.

9. Mouéz ann Aotrou a aoz ar c’hirvi, hag a ziskouézô al lec’hiou stan̄k ; hag ann holl enn hé dempl a embannô hé c’hoar.

10. Ann Aotrou eo a laka ann dic’hlann da choum ; hag ann Aotrou a azézô da roué da-vikenn.

11. Ann Aotrou a rôiô ners d’hé bobl ; ann Aotrou a vennigô hé bobl er péoc’h.


————


XXIX. PSALM.


Psalm-kanaouen, évit sakrérez ti David.


1. Da zével a rinn, Aotrou, ô véza ma éc’h eûz va zavet ha n’éch eûz két lékéat va énébourien d’en em laouénaat diwar va fenn.

2. Aotrou va Doué, étrézég enn-od em eûz garmet, hag éc’h eûz va iac’héet.

3. Tennet éc’h eûz, Aotrou, va éné eûz ann ifern : va dieûbet éc’h eûz eûz a zouez ar ré a ziskenn er poull.

4. Meûlit ann Aotrou enn hô kanaouennou, c’houi hé zen̄t : hag an̄savit ar c’houn eûz hé zan̄télez.

5. Râg ar vuanégez a zeû eûz hé frouden, hag ar vuez eûz hé ioul ; ann daérou a zeû diouc’h ar pardaez, hag al lévénez diouc’h ar min̄tin.

6. Hôgen mé em eûz lavaret em founder : Bikenn na vézinn horellet.

7. Dré da ioul, Aotrou, ez pôa rôet ners d’am eûr-vâd : da zaoulagad éc’h eûz distrôet diouz-in, hag ounn bét reûstlet.

8. Étrézég enn-od é c’harminn, Aotrou : hag é pédinn va Doué.

9. Da bétrâ é talvô va goâd, pa ziskenninn er béz ? Hag ar poultr az meûlô, pé a embannô da wirionez ?

10. Ann Aotrou en deûz va c’hlévet, hag en deûz bét truez ouz-in : ann Aotrou a zô deûet d’am diwallout.

11. Trôet éc’h eûz va c’heinvan é dudi ; roget eo bét va zac’h gan-éz, hag éc’h eûz va grounnet a lévénez,

12. Évit ma kaninn d’id em c’hloar, ha né vézinn mui glac’haret. Aotrou va Doué, da veûli a rinn da-vikenn.


————


XXX. PSALM.


Évid ann divez, évid ann estlamm, Psalm David.


1. Enn-od, Aotrou, em eûz lékéat va géd, na zispenn két ac’hanoun da-vikenn : dieûb ac’hanoun enn da reizded.

2. Dinaou da skouarn étrézég enn-oun, hast va zenna ac’hann. Béz d’in da Zoué difenner, ha da dî a vénéc’hi, évit ma tieûbi ac’hanoun.

3. Râk té eo va ners ha va ménéc’hi ; hag enn abek d’as hanô é réni ac’hanoun, hag e vagi ac’hanoun.