Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/691

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
657
levr ar psalmou.


XVIII. PSALM.


Évid ann divez, Psalm David.


1. Ann én̄vou a zanével gloar Doué, hag ann oabl-stérédet a ziskouéz ôberiou hé zaouarn.

2. Ann deiz goudé ann deiz a embann ar wirionez-zé, hag ann nôz goudé ann nôz a rô da anaout ar wiziégez-zé.

3. N’eûz iéz é-béd, n’eûz komz é-béd é péré na vé klevet hô mouéz.

4. Hô mouéz a zô bét klevet dré ann douar holl, hag hô geriou a zo éat bété penn ar béd.

5. Enn héol en deûz lékéat hé delt ; hag hén̄vel oud eur pried a ia er-méaz eûz ar gampr a briédélez, é tilamm ével éul lan̄gouinek évid ôber hé rédaden.

6. Eûz a eur penn eûz ann én̄v é teû : hag éz â bétég ar penn all : ha n’eûz den a gémen̄t a gûz oud hé c’hrouéz.

7. Lézen ann Aotrou a zô dinam ; trei a ra ann énéou ; testéni ann Aotrou a zô féal ; ar furnez a rô d’ar ré vihan.

8. Reizou ann Aotrou a zô éeun ; laouénaad a réon̄t ar c’halounou ; kémenn ann Aotrou a zô luc’huz ; skléraad a ra ann daoulagad.

9. Doujan̄s ann Aotrou a zô san̄tel ; padoud a ra é amzeriou ann amzeriou ; barnou ann Aotrou a zô gwir ; reiz in̄t enn-hô hô-unan.

10. Hetusoc’h in̄t égét kalz a aour hag a vein talvouduz ; ha c’houékoc’h éget mél ha dirennou-mél.

11. Dré-zé da zervicher a vîr anézhô ; hag ôc’h hô mirout é kâv eur gôbr brâz.

12. Piou a anavez hé wallou ? Glân ac’hanoun eûz ar ré a zô kuzet ennoun.

13. Ha mîr da zervicher diouc’h péc’héjou ann diavésidi ; ma na zeûon̄t két da drec’hi ac’hanoun, neûzé é vézinn dinam ; hag é vézinn glanet eûz a eur gwall brâz-meûrbéd.

14. Neûzé geriou va génou a vézô hétuz d’id ; ha ménoz va c’haloun a vézô bépréd dira-z-od, Aotrou, va skoazel ha va daspréner.


————


XIX. PSALM.


Évid ann divez, Psalm David.



1. Ra zélaouô ann Aotrou ouz-id é deiz ar c’hlac’har : hanô Doué Jakob ra ziwallô ac’hanod.

2. Ra zigasô d’id skoazel eûz hé léac’h san̄tel : ha ra ziwallô ac’hanod eûz a Zion.

3. R’en dévézô koun eûz da holl zakrifisou ; ra vézô hétuz d’ézhan̄ da sakrifiz-losk.

4. Ra roiô d’id hervez da galoun : ha ra zévénô da holl ioulou.

5. En em laouénaad a raimp enn abek d’as silvidigez ; hag en em veûli a raimp é hanô hon Doué.

6. Ra leûniô ann Aotrou da holl c’houlennou : bréma em eûz anavézet pénaoz en deûz ann Aotrou savétéet hé éôliet. Klévoud a rai out-han̄ eûz ann én̄v, hé léac’h san̄tel ; dieûb hé zourn déou a zô kré-meûrbéd.

7. Lôd a laka hô fisian̄s enn hô c’hirri, lôd all enn hô c’hézek : évid-omp-ni a c’halvô hanô ann Aotrou, hon Doué.

8. Hî a zô bét strôbet, hag a zô kouézet ; hôgen nî a zô savet, hag a zô choumet enn hon sâ.

9. Aotrou, dieûb ar roué ; ha sélaou ouz-omp enn diez é péhini hor bézô da c’halvet.


————


XX. PSALM.


Évid ann divez, Psalm David.


1. Aotrou, ar roué en em laouénai enn da ners : hag é tridô-kaer war ann dieûb az pézô rôet d’ézhan̄.

2. Ioul hé galoun éc’h eûz rôet d’ézhan̄ ; ha n’éc’h eûz két dinac’het d’ézhan̄ goulenn hé vuzellou.

3. Râg hé garget éc’h eûz a vennosiou hag a c’houékder ; lékéat éc’h