Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/608

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
574
levr tobias.

ha Raguel hô digéméraz gan̄t lévénez.

2. Ha pa zellaz Raguel out Tobias, é lavaraz da Anna hé c’hrég : Pégen hén̄vel eo ann dén-iaouan̄k-zé out va c’hen̄derf !

3. Goudé-zé é lavaraz d’ézhô : A béléac’h oc’h-hu, hor breûdeûr iaouan̄k ? Hag hî a lavaraz : Eûz a vreûriez Neftali omp, eûz a sklaved Niniv.

4. Ha Raguel a lavaraz d’ézhô : Anaoud a rit-hu Tobias, va breûr ? Hag hî a lavaraz : Hé anaoud a réomp.

5. Hag ével ma lavaré Raguel kalz a vâd diwar-benn Tobias, ann Éal a lavaraz d’ézhan̄ : Tobias a béhini é c’houlennez kélou digan-é-omp eo tâd hé-man̄.

6. Neûzé Raguel a dôstaaz out-han̄, hag a bokaz d’ézhan̄ gan̄t daélou ; hag ô wéla war hé c’houzoug,

7. E lavaraz d’ézhan̄ : Benniget ra vézi, va mâb, râk té a zô mâb da eunn dén mâd, da eunn dén ar gwella.

8. Hag Anna hé c’hrég, ha Sara hô merc’h a welaz ivé.

9. Goudé al lavariou-zé, é c’hourc’hémennaz Raguel ma vije lazet eunn dan̄vad, ha ma vijé aozet eur banvez. Hag ével ma hô fédé d’en em lakaad ouc’h taol,

10. Tobias a lavaraz : Na zebrinn, na na évinn aman̄ hiriô, kén n’az pézô a-raok aotréet d’in va goulenn, ha rôet da c’hér é rôi d’in da verc’h Sara da c’hrég.

11. Raguel ô klevout kémen̄t-sé a oé spoun̄tet-brâz, ô véza ma wié pétra a oa c’hoarvézet gan̄d ar seiz ozac’h a oa éat d’hé c’havout ; hag hén̄ a zeûaz da gaout aoun na c’hoarvezché kémen̄t-sé gan̄d hé-man̄ ; hag ô véza ma oa enn arvar, ha na rôé respoun̄t é-béd d’ar péz a oa goulennet digan̄t-han̄.

12. É lavaraz ann Éal d’ézhan̄ : N’az péz két a aoun da rei da verc’h da hé-man̄ péhini a zouj Doué : râk dléet eo da verc’h d’ézhan̄ da c’hrég ; râk-sé eo n’en deûz két eunn all gellet hé c’havout.

13. Neûzé Raguel a lavaraz : Na arvarann két pénaoz en deûz Doué digéméret dira-z-han̄ va fédennou ha va daelou :

14. Ha mé a gréd pénaoz en deûz hô lékéat da zon̄t d’am c’havout, évit ma timézché-hî gan̄d unan eûz hé c’héren̄tiez, hervez lézen Moizez ; ha dré-zé n’az péz kéd a arvar é rôjenn d’id va merc’h.

15. Hag ô kémérout dourn déou hé verc’h, é lékéaz anézhan̄ é dourn déou Tobias, ô lavarout : Doué Abraham, ha Doué Isaak, ha Doué Jakob ra vézô gan-é-hoc’h ; ra unvanô hé-unan ac’hanoc’h ; ha ra zévénô hé vennoz war-n-hoc’h.

16. Hag ô véza kéméret paper, é reizchon̄t ar skrîd a briédélez.

17. Goudé-zé é réjon̄t banvez, ô veûli Doué.

18. Raguel a c’halvaz Anna, hé c’hrég, hag a c’hourc’hémennaz d’ézhi ma aozché eur gambr all.

19. Hag hî a gasaz enn-hi Sara hé merc’h, péhini en em lékéaz da wela.

20. Hag hé mamm a lavaraz d’ézhi : Kémer kaloun vâd, va merc’h : Aotrou ann én̄v ra rôi d’id lévénez goudé ann holl zoan éc’h eûz bét.


————


VIII. PENNAD.


Tobias ha Sara a béd héd ann nôz gen̄ta eûz hô eûreûd.


1. Hôgen goudé m’hô dôé koaniet, é kaschon̄t Tobias étrezég enn-hi.

2. Ha Tobias ô kaout koun eûz ar péz en dôa lavaret ann Éal d’ézhan̄, a dennaz eûz hé zâc’h lôd eûz a avu ar pésk, hag a lékéaz anézhan̄ war glaou béô.

3. Neûzé ann Éal Rafael a géméraz ann diaoul, hag a éréaz anézhan̄ é distrô ann Éjipt uc’héla.

4. Goudé-zé Tobias a rôaz ann ali-man̄ da Zara, ô lavarout : Sara, sâv, ha pédomp Doué hiriô, ha war-c’hoaz, ha goudé-war-c’hoaz : râg a-héd ann teir nôzvez-zé é tléomp en em unvani gan̄d Doué ; ha goudé ann drédé nôzvez, é vézimp enn hor priédélez.

5. Râk nî a zô mipien ar zen̄t, ha na dléomp két dimézi ével ar baganed péré na anavézon̄t két Doué.