Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/571

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
537
eil levr.

roué Nabukodonosor, péhini en dôa hé lékéat da doui dré hanô Doue ; hag hén̄ a galédaz hé benn hag hé galoun, évit na zistrôjé mui étrézég ann Aotrou, Doué Israel.

14. Holl brin̄sed ar véleien, hag ar bobl en em rôaz ivé da holl fallagriézou ar brôadou ; hag hî a zaotraz tî ann Aotrou, en dôa san̄télet évit-han̄ é Jéruzalem.

15. Hôgen ann Aotrou, Doué hô zadou, a gasé hé gannaded étrézég enn-hô évid hô c’hélenna diouc’h ar min̄tin, hag héd ann deiz, évit m’hen divijé truez oc’h hé bobl hag oc’h hé dî.

16. Hôgen hî a réaz goab eûz a gannaded Doué, hag a zisprizaz hé c’heriou ; hag hî a wall-gasaz ar brofeded, kén na zavaz drouk enn Aotrou a-énep hé bobl ha na oé mui a barédigez.

17. Râg hén̄ a gasaz war-n-ézhô roué ar C’haldéed, péhini a lazaz gan̄d ar c’hlezé hô dûd-iaouan̄k é tî hé zan̄tuar ; n’en dôé truez nag oud ar paotred-iaouan̄k, nag oud ar plac’hed-iaouan̄k, nag oûd ar ré gôz, nag oud ar ré hir-hoalet : hôgen hén̄ hô lékéaz holl étré hé zaouarn.

18. Holl listri templ ann Aotrou, kenn ar ré vrâz kenn ar ré vihan, ha ten̄zoriou ann templ, hag ar roué hag ar brin̄sed, a oé kaset gan̄t-han̄ da Vabilon.

19. Ann énébourien a zévaz tî ann Aotrou, hag a ziskaraz muriou Jéruzalem : lakaad a réjon̄t ann tân enn holl douriou, hag é tiskarchon̄t kémen̄t tra talvouduz.

20. Ma oa tec’het eur ré diouc’h ar c’hlézé, é oa kaset da Vabilon évit servicha ar roué hag hé vipien, kén na rénché roué ar Bersied ;

21. Ha na vé sévenet ar gér en dôa rôet ann Aotrou dré c’hénou Jérémias, ha na vé lidet gan̄d ar vrô hé zeisiou sabbat ; râg er sabbat é oé é holl zeisiou hé c’hloaz, ken na oé leûniet ann dék vloaz ha tri-ugen̄t.

22. Hôgen er bloaz ken̄ta eûz a Zirus, roué ar Bersied, ann Aotrou, évit sévéni ar gér en dôa lavaret dré c’hénou Jérémias, a géfluskaz kaloun Sirus, roué ar Bersied, péhini a embannaz kémen̄t-man̄ dré skrîd enn hé rouan̄télez holl.

23. Ével-henn é lavar Sirus, roué ar Bersied : Ann Aotrou, Doué ann én̄v, en deûz rôet d’in holl rouan̄télésiou ann douar, hag hén̄ en deûz gourc’hémennet d’in sével eunn tî d’ézhan̄ é Jéruzalem a zô er Judéa. Piou ac’hanoc’h a zô eûz hé bobl ? Ra vézô ann Aotrou, hé zoué gan̄t han̄, ha ra biñô-hén̄.


————