Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/538

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
504
ar paralipoménon.


VIII. PENNAD.


Kalz keriou a zâv Salomon. Merka a ra kargou ar véleien hag al Lévited.


1. Hôgen a-benn ugen̄t vloaz goudé m’en dôe savet Salomon tî ann Aotrou hag hé dî hé-unan ;

2. É savaz Salomon ar c’heriou en dôa rôet Hiram d’ézhan̄, hag é lékéaz bugalé Israel da choum enn-hô.

3. Mon̄d a réaz ivé é Émat-Suba, hag é perc’hennaz anézhi.

4. Sével a réaz ivé Palmira enn distrô, ha keriou all kré é Émat.

5. Sével a réaz ivé Bethoron ann uc’héla, ha Bethoron ann izéla, keriou muriet, gan̄t persier ha sparlou ha potaḻou ;

6. Hag ivé Balaat, hag ann holl geriou kré a oa d’ézhan̄, ha keriou ar c’hirri, ha keriou ar varc’heien ; ha kémen̄d a gavaz-mâd Salomon da ôber, é savaz e Jéruzalem, hag el Liban, hag é holl zouar hé rouan̄télez.

7. É-kén̄ver ann holl bobl a oa choumet eûz ann Hétéed, hag eûz ann Amorréed, hag eûz ar Férézéed, hag eûz ann Hévéed, hag eûz ar Jébuséed, péré na oan̄t két eûz a wenn Israel ;

8. Hag eûz hô bugalé, hag eûz ar ré hô goudé, péré na oan̄t két bét lazet gan̄t bugalé Israel ; Salomon hô lékéaz da baéa gwiriou, ével ma réon̄t c’hoaz bréma.

9. Hôgen na lékéaz hini eûz a vugalé Israel da zervicha é labouriou ar roué : râg hi a oa hé vrézélidi, hag hé gen̄ta duged, ha prin̄sed he girri, hag hé varc’heien.

10. Hôgen daou c’han̄t prin̄s hag han̄ter-kan̄t a ioa war arme ar roué Salomon, péré a réné ar bobl.

11. Kas a réaz neûzé merc’h Faraon eûz a géar David d’ann tî en dôa savet évit-hi. Hag ar roue a lavaraz : Né két choumet va grég é tî David, roué Israel, ô véza ma eo bét san̄télet ; dré ma eo éat enn-han̄ arc’h ann Aotrou.

12. Neûzé Salomon a gennigaz d’ann Aotrou sakrifisou-losk war aoter ann Aotrou, en dôa savet dirâg ar palier ;

13. Évit ma vijé kenniget bemdez war-n-ézhi hervez gourchémenn Moizez, é deisiou ar sabbat, enn deisiou ken̄ta eûz ar mîz, hag enn tri goél brasa eûz ar bloaz, da lavaroud eo, é lîd ar bara dic’hoell, hag é lîd ar sizuniou, hag é lîd ann teltou.

14. Merka a réaz ivé, hervez feiz David, hé dâd, dléadou ar véleien enn hô c’harg, ha ré al Lévited, hervez hô reiz évit meûli ha servicha dirâg ar véleien, diouc’h al lîd eûz a bép dervez ; ha ré ar borsierien enn hô rannou a zôr é dôr : râg ével-sé en dôa gourc’hémennet David ann dén Doué.

15. Ar véleien hag al Lévited a réaz kémen̄d a oa bét gourc’hémennet gan̄d ar roué evid al labouriou, hag ivé évid diwall ann ten̄zoriou.

16. Salomon en dôa kavet pép-trâ aozet, adaleg ann deiz é péhini é tiazézaz tî ann Aotrou, bétég ann deiz é péhini é peûr-c’hréaz anézhan̄.

17. Neûzé éz éaz Salomon da Asiongaber, ha da Ailat, war aod ar môr Rûz, a zô é douar Édom.

18. Hôgen Hiram en dôa kaset d’ézhan̄ gan̄d hé zervicherien, listri ha merdéidi gwiziek diouc’h ar môr, péré a iéaz gan̄t servicherien Salomon da Ofir, hag a zigasaz ac’hanô pevar c’han̄t talan̄t aour hag han̄ter-kan̄t a rôjon̄t d’ar roué Salomon.


————


IX. PENNAD.


Rouanez Saba a zeû da gavout Salomon. Marô Salomon.


1. Hôgen rouanez Saba ô véza klévet komza eûz a Zalomon, a zeûaz da Jeruzalem évid hé anaout gan̄t lavariou-gôlôet ; hag hî é dôa gan̄t-hi kalz madou, ha kan̄valed péré a zougé louzou-c’houés-vâd, ha kalz a aour, ha mein talvouduz : ha pa oé deûet da gavout Salomon, é lavaraz d ézhan̄ kemen̄d a oa war hé c’haloun.

2. Ha Salomon a zisplegaz d’ézhi kémen̄d é dôa goulennet digan̄t-han̄ :