Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/494

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
460
pévaré levr ar rouéed, hervez ann hébréed, ann eil eûz a valakim.

uc’helder : ha war ar penn peûl eur rouédik hag avalou-grénad, hag holl a arem. Ann eil beûl en dôa ann hévélep kempennadurézou.

18. Prin̄s ann armé a gasaz ivé gan̄t-han̄ Saraias, ar bélek-brâz, ha Sofonias ann eil vélek, hag ann tri forsier ;

19. Hag eur spâz eûz a géar, péhini a oa réner ann dûd-a-vrézel ; ha pemp dén eûz ar ré a oa bépréd dirâg ar roué, hag a gavaz é kéar ; ha Sofer, prin̄s ann armé, péhini a zeské ar soudarded névez a géméred eûz a bobl ar vrô ; ha tri-ugen̄t dén eûz ar bôbl a oa bét kavet é kéar.

20. Nabuzardan, prin̄s ann armé, a gasaz ar ré-man̄ da roué Babilon é Réblata.

21. Ha roué Babilon a lékéaz skei gan̄t-hô, hag hô laza é Réblata, é brô Émat ; ha Juda a oé kaset er-méaz eûz hé vrô.

22. Hôgen Nabukodonosor, roué Babilon, a lékéaz da réner war ar bobl en dôa lézet é brô Juda, Godolias, mâb Ahikam, mâb Safan.

23. Pa glevaz holl oviserien ar vrézélidi, hî hag ann dûd a oa gan̄t-hô, pénaoz en dôa roué Babilon lékéat da réner Godolias, hag Ismahel, mâb Natanias, ha Johanan, mâb Karéé, ha Saraia, mâb Tanéhumet ann Nétofatit, ha Jézonias, mâb Maac’hati, hî a zeûaz da gavout Godolias é Masfa, hî hag hô zûd.

24. Ha Godolias a douaz d’ézhô ha d’ar ré a oa gan̄t-hô, ô lavarout : N’hô pézet két a aoun ô servicha ar C’haldéed : choumit er vrô, ha servichit roué Babilon, hag é vézô dâ gan-é-hoc’h.

25. Er seizved mîz, é teûaz Ismahel, mâb Natanias, mâb Élisama eûz a wenn ar rouéed, ha dék dén gan̄t-han̄ : hag hî a skôaz gan̄t Godolias kén na varvaz, hag ivé gan̄d ar Iuzévien hag ar C’haldéed a oa gan̄t-han̄ é Masfa.

26. Hag ann holl bobl, eûz ann distéra bétég ar brasa, ha prin̄sed ar vrézélidi, a iéaz d’ann Ejipt, ô véza m’hô doa aoun râg ar C’haldéed.

27. Hôgen er seizved bloaz ha trégon̄t ma oé kaset Joac’hin, roué Juda, er-méaz eûz hé vrô (T), enn daouzékved mîz, er seizved deiz eûz ar mîz, Évilmérodac’h, roué Babilon, er bloaz é péhini é teûaz da réni, a dennaz Joac’hin, roué Juda, eûz ar vâc’h.

28. Hag hén̄ a gomzaz out-han̄ gan̄t madélez ; hag é lékéaz hé drôn dreist trôn ar rouéed a oa gan̄t-han̄ é Babilon.

29. Névézi a réaz ann diḻad en doa er vâc’h, hag é lékéaz anézhan̄ da zibri hé voéd dira-z-han̄ hed ann holl zeisiou eûz hé vuez.

30. Krétaad a réaz ivé évit hé vévan̄s bepred, hag é oé rôet d’ézhan̄ bemdez gan̄d ar roué héd ann holl zeisiou eûz hé vuez.


————