Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/467

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
433
hervez ann hébréed, ann eil eûz a valakim.

raz c’hoaz dézhi : Pétrâ a fell d’id ? Hag hî a lavaraz :

28. Ar c’hrég-man̄ é deûz lavaret d’in : Rô da vâb, évit ma tebrimp anézhan̄ hiriô, ha va mâb a zebrimp war-c’hoaz.

29. Poazet hon eûz éta va mâb, hag hon eûz hé zebret. Ha mé em eûz lavaret d’ézhi aotrônôz : Rô da vâb, évit ma tebrimp anézhan̄ : hôgen hî é deûz kuzet hé mâb.

30. Pa glevaz ar roué kémen̄t-sé, é rogaz hé ziḻad hag éz éaz a héd ar vûr : hag ann holl bobl a wélaz ar zaé reûn a zougé enn diabarz war hé groc’hen.

31. Hag ar roué a lavaraz : Ra rai Doué kémen̄t-sé d’in hag ouc’h-penn, mar choum hiriô penn Élizéus war hé ziskoaz.

32. Hôgen Élizéus a oa azézet enn hé dî, ha tûd kôz a oa azézet gan̄t-han̄. Hag ar roué a gasaz eunn den enn hé raok ; hag abarz ma oé deûet ar c’hannad-zé, Élizéus a lavaraz d’ar ré gôz ; Ha gouzoud a rit-hu pénaoz ar mâb-lazer-zé en deûz kaset évit trouc’ha va fenn d’in ? Gwélit éta, pa zeûi ar c’hannad, serrid ann ôr, ha mirid out-han̄ na zeûi ébarz : râk chétu trouz treid hé aotrou a zeû war hé lerc’h.

33. Pa gomzé c’hoaz out hô, é oé gwélet ar c’hannad a zeûé étrézég enn-han̄. Hag hén̄ a lavaraz : Chétu eo brâz ann droug a zeû d’é-omp digan̄d ann Aotrou : pétrâ a c’hédinn-mé ouc’h-penn digan̄d ann Aotrou.


————


VII. PENNAD.


Founder brâz é Samari diouganet gan̄d Élizéus.


1. Neûzé Élizéus a lavaraz : Sélaouit gér ann Aotrou. Ével-henn é lavar ann Aotrou : D’ann heûr-man̄ war-c’hoaz, eur boézellad vleûd a vézô évid eur sikl, ha daou voézellad heiz évid eur sikl, out porz Samari.

2. Unan eûz ar ré vrâz war zourn péhini éc’h harpé ar roué, a respoun̄taz oud ann dén Doué hag a lavaraz : Ha pa rajé ann Aotrou paliou enn én̄v, hag ar péz a lévérez a helfé béza ? Hag hén̄ a lavaraz : Gan̄d da zaoulagad é wéli, hôgen na zebri két eûz ann dra-zé.

3. Hôgen béz’ éz oa pévar dén lovr é-tâl ar pors, péré a lavaraz ann eil d’égilé : Pérâg é choumomp-ni aman̄ kén na varvimp ?

4. Daoust pé éz aimp ébarz kéar, é varvimp gan̄d ann naôun ; daoust pé é choumimp aman̄, é ran̄kimp ivé mervel. Deûid éta ha déomp da gamp ar Siried : ma espernon̄t ac’hanomp, é vévimp ; ha ma fell d’ézhô hol laza, é varvimp na-mui-na-méaz.

5. Hag hî a zavaz é-trô ar pardaez évit mon̄t da gamp ar Siried. Ha pa oen̄t deûet da benn kamp ar Siried, na gefchon̄t dén énô.

6. Râg ann Aotrou en dôa lékéat da glevout é kamp ar Siried, trouz kirri ha kézek, hag eunn armé vrâz : hag hî a lavaraz ann eil d’égilé : Chétu roué Israel en deûz galvet enn hon énep rouéed ann Hétéed hag ann Éjiptianed, hap hî a zeû war-n-omp.

7. Sével a réjon̄t éta, hag e tec’hchon̄t é-kreiz ann dévalien, hag é lezchon̄t war hô lerc’h er c’hamp hô zeltou, hag hô c’hézek, hag hô azéned ; hag hî a dec’haz gan̄d ar c’hoan̄t hép-kén da zavétei hô buez.

8. Pa oé deûet éta ar ré lovr da benn ar c’hamp, éz éjon̄t enn eunn telt, hag é tebrchon̄t, hag éc’h évchon̄t ; hag hî a géméraz ac’hanô arc’han̄t, hag aour, na diḻad, hag a iéaz-kuît, hag hô c’huzaz : hag hî a iéaz enn eunn telt all, hag a guzaz ivé ar péz hô dôa kéméret énô.

9. Neûzé é léverchon̄t ann eil d’égilé : Na réomp két mâd ; râg ann deiz-man̄ a zô eunn deiz a gélou mâd. Mar tavomp, ha ma na fell két d’éomp rei ar c’hélou abarz ar min̄tin, é vézimp barnet a-wall ; deûit, déomp, ha rôomp-hi da anaout é léz ar roué.

10 Ha pa oen̄t deûet da bors kéar, é tanévelchon̄t d’ézhô, ô lavarout : Béd omp é kamp ar Siried, ha n’hon eûz kavet dén é-béd énô, hôgen hép-kén kézek hag azéned staget ha teltou displéget.