Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/465

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
431
hervez ann hébréed, ann eil eûz a valakim.

trôaz ével kîg eur bugel bihan, hag hén̄ a oé glanet.

15. Hag ô véza distrôet étrézég ann dén Doué gan̄d hé holl heûl, é teûaz, é savaz dira-z-han̄, hag é lavaraz : Gouzoud a rann évit-gwîr pénaoz n’eûz Doué all é-béd enn holl zouar néméd hini Israel. Kémer éta, mé az péd, ar péz a rô d’id da zervicher.

16. Hag hén̄ a lavaraz : Ével ma eo béô ann Aotrou, dirâk péhini ounn savet, na gémérinn két. Ha pétrâ-bennâg ma fellé d’ézhan̄ hé rédia, na aotréaz két.

17. Ha Naaman a lavaraz : Ével ma kiri ; hôgen va lez, mé az péd, mé da zervicher da gâs gan-én̄ daou zamm mûl a zouar : râk da zervicher na gennigô mui na sakrifiz na viktim da zouéed a-ziavéaz, némed d’ann Aotrou.

18. É kémen̄t-man̄ hép-kén é pédi ann Aotrou évid da zervicher, p’az ai va aotrou é templ Remmon, évid azeûli, oc’h en em harpa war va dourn, ma azeûlann é templ Remmon, pa azeûlô hén̄ enn hévélep léac’h, ma tistolô ann Aotrou kémen̄t-sé d’in, mé da zervicher.

19. Hag Élizéus a lavaraz d’ézhan̄ : Kéa é peoc’h. Hag hén̄ a iéaz-kuît goudé eunn nébeûd hen̄t.

20. Hôgen Giézi, paotr ann dén Doué, a lavaraz : Va mestr en deûz espernet ann Naaman-zé eûz a Ziria, pa né két fellet d’ézhan̄ digémérout ar péz en dôa digaset. Ével ma eo béô ann Aotrou, é rédinn war hé lerc’h, hag é tigémérinn eunn dra digan̄t-han̄.

21. Giézi a iéaz éta war-lerc’h Naaman : ha pa her gwélaz hé-man̄ ô tirédek étrézég enn-han̄, é lammaz eûz hé garr évid mon̄t war hé arbenn, hag é lavaraz : Hag ervâd éz â pép-trâ ?

22. Hag hén̄ a lavaraz : Ervâd éz â. Va mestr en deûz va c’haset étrézég enn-od évit lavarout : Daou zén-iaouan̄k, eûz a vipien ar broféded a zô deûet râk-tâl eûz a vénez Éfraim d’am c’havout : rô évit-ho eunn talan̄t arc’han̄t, ha diou zaé névez.

23. Ha Naaman a lavaraz : Gwelloc’h eo d’id digémérout daou dalan̄t. Hag hen̄ a réaz d’ézhan̄ hô c’hémérout ; hag é liammaz ann daou dalan̄t arc’han̄t é daou zac’h, hag ann diou zaé, hag hô lékéaz war zaou eûz hé baotred, péré hô dougaz dirâg Giézi.

24. Ha pa oé deûet ar pardaez, hô chéméraz hén̄ eûz a zaouarn ar ré-man̄, hag hô lékéaz enn hé dî ; hag hén̄ a gasaz kuît ann dûd-zé, péré a zistrôaz.

25. Hôgen hén̄ a iéaz ébarz hag a zavaz dirâg hé vestr. Hag Élizéus a lavaraz d’ézhan̄ : A béléac’h é teûez, Giézi ? Hag hén̄ a lavaraz : É nép léac’h n’eo bét éat da zervicher.

26. Hag Élizéus a lavaraz : Ha né oa két va c’haloun énô, pa eo distrôet ann dén-zé eûz he garr évit mon̄t war da arbenn ? Bréma éta éc’h eûz digéméret arc’han̄t, éc’h eûz digéméret saéou évit préna gwéz-olived, ha gwiniennou, ha dén̄ved, hag éjenned, ha mévellou, ha mitisien.

27. Hôgen lovren̄tez Naaman en em stagô ouz-id, hag oud da wenn da-vikenn. Ha Giézi a bellaaz diout-han̄ gwenn ével ann erc’h gan̄d al lovren̄tez.


————


VI. PENNAD.


Grounet eo Samari. Naounégez direiz.


1. Hôgen mipien ar broféded a lavaraz da Élizéus : Chétu al leac’h é péhini é choumomp dira-z oud, a zô ré en̄k évid-omp.

2. Déomp bétég ar Jourdan, ha kéméromp péb a dreûst er c’hoat évit ma savimb énô eul léac’h évit choum. Hag hén̄ a lavaraz : It.

3. Hag unan anézhô a lavaraz : Deûz éta ivé gan-é-omp. Hag hén̄ a lavaraz : Mon̄d a rinn.

4. Hag hén̄ a iéaz gan̄t hô. Ha pa oen̄t deûet étrézég ar Jourdan, é trouc’hchon̄t koat.

5. Hôgen c’hoarvézoud a réaz pénaoz pa édô unan anézhô ô trouc’ha eunn treûst, é kouézaz houarn hé vouc’ha1 enn dour ; hag hé-man̄ a c’harmaz hag a lavaraz : Allas, allas, allas, va mestr, é prést é oa bét rôet din.