Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/357

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
323
a c’halvomp levr ken̄ta ar rouéed.

eo ann Aotrou enn hoc’h-énep, ha tést eo hé éôliet enn deiz-man̄, pénaoz n’hoc’h eûz kavet nétrâ étré va daouarn. Hag hî a lavaraz : Tést eo.

6. Ha Samuel a lavaraz d’ar bobl : Ann Aotrou eo, péhini en deûz gréat Moizez hag Aaron, hag en deûz tennet hô tadou eûz a zouar ann Éjipt.

7. Savid éta bréma évit ma hô kalvinn é barn dirâg ann Aotrou, évid ann holl drugarézou en deûz bét enn hô kén̄ver hag é-kén̄ver hô tadou.

8. Pa oé deûet Jakob enn Éjipt, ha pa c’harmaz hô tadou étrézég ann Aotrou, ann Aotrou a gasaz Moizez hag Aaron, a dennaz hô tadou eûz ann Éjipt hag a lékéaz anézhô el léac’h-man̄.

9. Ha pa an̄kounac’héchon̄t ann Aotrou hô Doué, é lékéaz anézhô étré daouarn Sisara, mestr armé Hasor, hag étré daouarn ar Filistined, hag étré daouarn roué Moab, péré a stourmaz out-hô.

10. Hôgen goudé-zé é c’harmchon̄t étrézég ann Aotrou, hag é léverchon̄t : Péc’het hon eûz ô véza ma hon eûz dilézet ann Aotrou, ha ma hon eûz servichet Baalim hag Astarot : hôgen bréma tenn ac’hanomp eûz a zaouarn hon énébourien, hag é servichimp ac’hanod.

11. Hag ann Aotrou a gasaz Jérobaal, ha Badan, ha Jefté, ha Samuel, hag a dennaz ac’hanoc’h eûz a zaouarn hoc’h énébourien war hô trô, hag oc’h choumet é fisian̄s.

12. Hôgen pa wélchoc’h pénaoz Naas, roué bugalé Ammon, a zeûé enn hoc’h énep, hoc’h eûz lavaret d’in : A néb hen̄t, hôgen eur roué a rénô ac’hanomp ; pétrâ-bennâg ma réné ann Aotrou ac’hanoc’h.

13. Bréma éta hoc’h eûz hô roué a zô bét dibabet gan-é-hoc’h, a zô bét goulennet gan-é-hoc’h. Chétu en deûz rôet ann Aotrou eur roué d’é-hoc’h.

14. Mar doujit ann Aotrou ha mar servichit anézhan̄, mar sélaouit hé vouéz, ha ma na zavit két a-énep gér ann Aotrou, c’houi a vézô, hag ar roué a rén ac’hanoc’h, war heûl ann Aotrou, hô Toué.

15. Hôgen ma na zélaouit két mouéz ann Aotrou, ha ma savit a-énep hé c’hér, dourn ann Aotrou a vézô war-n-hoc’h ével m’eo bét war hô tadou.

16. Hôgen bréma savit, ha sellit oud ann dra vrâz éma ann Aotrou oc’h ôber dirâg hô taoulagad.

17. Ha né két hiriô é védeur ar gwiniz ? Mé a c’halvô ann Aotrou, hag hén̄ a zigasô kurun ha glaô : évit ma teûfac’h da c’houzout ha da wélout péger brâz eo dirâg ann Aotrou ann droug hoc’h eûz gréat ô c’houlenn eur roué évid-hoc’h.

18. Ha Samuel a c’harmaz oud ann Aotrou, hag ann Aotrou a zigasaz kurun ha glaô enn deiz-zé.

19. Hag ann holl bobl a zoujaz meûrbéd ann Aotrou ha Samuel ; hag ann holl bobl a lavaraz da Zamuel : Péd ann Aotrou, da Zoué, évid da zervicherien, évit na varvimp két : râk lékéat hon eûz ann drouk-zé war hor péc’héjou all, ma hon eûz goulennet eur roué évid-omp.

20. Ha Samuel a lavaraz d’ar bobl : N’hô pézet kéd a aoun ; c’houi eo hoc’h eûz gréat ann holl zrouk-zé : koulskoudé na drôit két hô kein d’ann Aotrou, hôgen servichit ann Aotrou a greiz hô kaloun.

21. Ha na drôit két out traou gwân, péré na dalvézin̄t nétra d’é-hoc’h ha na ziboanin̄t két ac’hanoc’h, ô véza ma in̄t gwân.

22. Hag ann Aotrou na zilézô két hé bobl, enn abek d’hé hanô brâz : râk touet en deûz ann Aotrou hô lakajé da véza hé bobl.

23. Hôgen Doué ra virô ac’hanoun diouc’h ar péc’hed-zé, ma éhanfenn da bédi ann Aotrou évid-hoc’h ; deski a rinn d’é-hoc’h ann hen̄t mâd hag éeun.

24. Doujid éta ann Aotrou ha servichit anézhan̄ er wirionez hag a greiz hô kaloun ; râg gwélet hoc’h eûz ar burzudou en deûz gréat enn hô touez.

25. Mar kén̄dalc’hit enn drouk, c’houi hag hô roué a iélô da goll war-eunn-drô. (T).


————