Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/348

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
314
levr ken̄ta samuel,

em wall-réné, n’en deûz két hô c’hastizet.

14. Râk-sé em eûz touet da dî Héli, pénaoz na vézô bikenn gwalc’het fallagriez hé dî gan̄t viktimou na gan̄t rôou.

15. Hôgen Samuel a gouskaz bétég ar min̄tin hag é tigoraz dôriou tî ann Aotrou. Ha na grédé két Samuel rei da anaout hé wélédigez da Héli.

16. Héli éta a c’halvaz Samuel, hag a lavaraz : Samuel, va mâb. Hag hén̄ a lavaraz : Chétu mé.

17. Hag Héli a c’houlennaz digan̄t-han̄ : Pétrâ en deûz lavaret ann Aotrou d’id ? N’hér c’hûz két ouz-in, mé az péd. Ra rai kémen̄t-sé d’id ha kémen̄d all ouch-penn, mar kuzez ouz-in gér é béd eûz ar ré a zô bét lavaret d’id.

18. Samuel éta a lavaraz pép-trâ d’ézhan̄, ha na guzaz nétrâ out-han̄. Hag Héli a lavaraz : Ann Aotrou eo : ra rai ar péz a vézô mâd dirâg hé zaoulagad.

19. Hôgen Samuel a greské ; hag ann Aotrou a oa gan̄t-han̄, hag hini eûz hé c’heriou na gouézaz d’ann douar.

20. Hag Israel holl a anavézaz, adalek Dan bété Bersabéé, pénaoz Samuel a oa eur profed féal d’ann Aotrou.

21. Ann Aotrou en em ziskouézaz adarré é Silo, râg é Silo eo é oa en em ziskouézet ann Aotrou da Zamuel hervez gér ann Aotrou. Hag ar péz en dôa lavaret Samuel da Israel holl a oé sévénet.


————


IV. PENNAD.


Brézel ar Filistined a-énep bugalé Israel. Marô Héli.


1. Enn deisiou-zé ar Filistined en em zastumaz évid brézélékaat : ha bugalé Israel a ziarbennaz ar Filistined évid stourmi out-hô ; hag ar ré-man̄ a steñaz hô c’hamp léz Méan ar skoazel : hag ar Filistined a zeûaz da Afek,

2. Hag a reizaz hô armé a-éneb Israel. Hôgen pa zéraouaz ann emgann, Israel a drôaz hé gein d’ar Filistined ; hag hî ô véza en em skiñet dré ar parkeier, é oé lazet enn emgann-zé war-drô pévar mil dén.

3. Hag ar bobl a zistrôaz d’ar c’hamp : hag hénaoured Israel a lavaraz : Pérâg en deûz ann Aotrou skôet gan-é-omp hiriô dirâg ar Filistined ? Digasomb aman̄ eûz a Zilo arc’h kévrédigez ann Aotrou, ha deûet enn hor c’hreiz, évit ma tennô ac’hanomp eûz a zaouarn hon énébourien.

4. Ar bobl a gasaz éta tûd da Zilo, hag é oé digaset ac’hanô arc’h kévrédigez Aotrou ann arméou azézet war ar gérubined : ha daou vâb Héli, Ofni ha Finéez, a oa gan̄d arc’h kévrédigez Doué.

5. Ha pa oé deûet arc’h kévrédigez ann Aotrou er c’hamp, Israel holl en em lékéaz da iuda gan̄d eur garm brâz, hag ann douar a zassonaz.

6. Ha pa glévaz ar Filistined ann trouz-zé, é léverchon̄t : Pétrâ eo ann trouz brâz-zé é kamp ann Hébréed ? Hag hî a glévaz pénaoz arc’h ann Aotrou a oa deûet er c’hamp.

7. Hag ar Filistined ho dôé aoun, hag a lavaraz : Deûed eo Doué er c’hamp-. Hag hî a geinvanaz, ô lavarout :

8. Gwâ ni ; râk né oa két eul lévénez ker brâz déac’h na derc’hen̄t : gwâ nî. Piou a dennô ac’hanomp eûz a zourn ann douéed ker galloudek-zé ? Ann Douéed-zé eo hô deûz skôet gan̄d eur gouli ker brâz ann Éjiptianed enn distrô.

9. En em grévait, Filistined, ha bézit tûd kalounek ; gan̄d aoun na zeûjac’h da véza sklaved d’ann Hébréed, ével ma in̄t bét sklaved d’é-hoc’h : en em grévait, ha brézélékait.

10. Ar Filistined éta a iéaz d’ann emgann, hag Israel a oé tréc’het ; ha pép-hini anézhô a dec’haz étrézég hé delt. Ha brâz-meûrbéd é oé al lazérez, râk kouéza a réaz eûz a Israel trégon̄t mil dén war droad.

11. Hag arc’h Doué a oé kéméret ; ha daou vâb Héli, Ofni ha Finèez, a varvaz.

12. Hôgen eunn dén eûz a Ven̄ja-