Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/324

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
290
ar varnerien.

gréat hé holl lavariou dirâg ann Aotrou é Masfa.

12. Hag hén̄ a gasaz kannaded da roué mipien Ammon, évit lavarout d’ézhan̄ eûz hé berz : Pétrâ a zô étré té ha mé, évit ma teûez em énep, ha ma wastez va douar ?

13. Ha roué mipien Ammon a lavaraz d’ar gannaded : O véza ma en deûz Israel kéméret va brô, pa eo piñet eûz ann Éjipt, adaleg harzou Arnon bété Jabok, ha bétég ar Jourdan : hôgen distol-hi d’in bréma gan̄d ar péoc’h.

14. Jefté hô c’hasaz adarré, hag a gémennaz d’ézhô lavarout da roué mipien Ammon :

15. Chétu pétrâ a lavar Jefté : N’en deûz kéméret Israel na brô Moab, na brô mipien Ammon :

16. Hôgen pa biñaz eûz ann Éjipt, é kerzaz dré ann distrô bétég ar môr Rûz, hag é teûaz da Gadez.

17. Hag Israel a gasaz kannaded da roué Édom, évit lavarout : Va lez da dréménout dré da vrô. Ha roué Édom na fellaz két d’ézhan̄ é vé gréat (T) ar péz a c’houlenné. Hag Israel a gasaz ivé étrézé roué Moab, péhini a zinac’haz hô lézel da dréménout. Israel a choumaz éta é Kadez ;

18. Hag ô véza gréat ann drô eûz a vrô Édom hag euz a vrô Moab, é teûaz war-zû ar sâv-héol eûz a vrô Moab, hag é tisplégaz hé deltou enn tû all da Arnon : ha na fellaz két d’ézhan̄ mon̄t enn diabarz eûz a harzou Moab ; rag Arnon a zo harzou brô Moab.

19. Israel a gasaz ivé kannaded da Zéhon, roué ann Amorréed, péhini a choumé é Hesébon, évit lavarout d’ézhan̄ : Va lez da dréménout dré da vrô bétég ar ster.

20. Hôgen Séhon ô tisprizout ivé goulenn Israel, n’hé lézaz két da dréménout dré hé harzou : hag ô véza strollet eul lôd brâz a vrézélidi, é kerzaz oud Israel é Jasa, hag é énébaz kaer out-han̄.

21. Hôgen ann Aotrou a lékéaz Séhon gan̄d hé holl armé étré daouarn Israel, péhini hen tréc’haz hag a géméraz holl zouarou ann Amorréed a choumé er vrô-zé,

22. Hag hô holl harzou, adaleg Arnon bété Jabok, hag adaleg ann distrô bétég ar Jourdan.

23. Ann Aotrou Doué Israel a dréc’haz éta ann Amorréed pa stourmé out-hô Israel hé bobl ; hag é fell d’id bréma béza perc’hen enn hé zouar ?

24. Ha né két dléet d’id gan̄t reiz ar péz a zô da Gamor da Zoué ? Evel-sé ar péz en deûz gounézet ann Aotrou hon Doué pa eo bét tréac’h, a gouez enn hor c’hers.

25. Ha gwelloc’h oud égét Balak, mâb Séfor, roué Moab ? Pé ha té a hell diskouéza pénaoz eo en em glemmet out Israel, hag en deûz stourmet out-han̄,

26. Pa choumé é Heséhon, hag enn hé bourc’hiou, hag é Aroer, hag enn hé bourc’hiou, pé enn holl geriou a-héd ar Jourdan, é-pâd tri c’han̄t vloaz ? Pérâg é-keit ann amzer-zé n’hoc’h eûz-hu gréat nétrâ diwar-benn ar goulenn-zé ?

27. Râk-sé né két mé a bec’h ouz-id, hôgen té eo a ra droug em énep, oc’h ôber é-gaou ar brézel ouz-in. Ra vézô hiriô ann Aotrou da varner ha da han̄térour étré Israel ha mipien Ammon.

28. Roué mipien Ammon na fellaz két d’ézhan̄ aotréa ar péz en dôa goulennet Jefté digan̄t-han̄ gan̄d hé gannaded.

29. Neûzé spéred ann Aotrou a iéaz war Jefté, hag oc’h ôber ann drô eûz a C’halaad, eûz a Vanasé, hag eûz a Vasfa eûz a C’halaad, é tréménaz da vrô mipien Ammon ;

30. Ha Jefté a réaz ar gwéstl d’ann Aotrou, ô lavarout : Mar lékéez mipien Ammon étré va daouarn,

31. Ar c’hen̄ta a zeûiô er-méaz eûz va zî, hag a iélô war va arbenn (T) pa zistrôinn gan̄d ar péoc’h eûz a vrô mipien Ammon, a genniginn d’ann Aotrou é sakrifiz-losk.

32. Ha Jefté a dréménaz da vrô mipien Ammon évit stourmi out-hô : hag ann Aotrou hô lékéaz étré hé zaouarn.

33. Hag hén̄ a dréc’haz anézhô adaleg Aroer bété ma teûeur da Vennit, é ugen̄t kéar, ha bétég Abel a zô diazézet er gwiniennou, gan̄d eul lazérez