Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/310

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
276
ar varnerien.

2. Német na rajac’h kévrédigez gan̄t tâd ann douar-man̄, ha gan̄t ma tiskarc’hac’h hô aoteriou : ha né két fellet d’é-hoc’h sélaoui va mouéz. Pérâg hoc’h eûz-hu gréat kémen̄t-sé ?

3. Râk-sé eo oé két bét fellet d’in kas anézhô da gét dira-z-hoc’h ; évit ma vézin̄t d’é-hoc’h da énébourien, ha ma vézô hô douéed eunn abek d’é-hoc’h da von̄t da goll. (T).

4. Ha pa lavaré Éal ann Aotrou ar c’homziou-zé da holl vugalé Israel, é savchon̄t-hî hô mouéz enn eur wéla.

5. Hag al léac’h-zé a oé hanvet léac’h ar wélerien, pé ann daérou : hag hî a lazaz énô hostivou d’ann Aotrou.

6. Jozué éta a gasaz-kuît ar bobl, ha bugalé Israel a iéaz pép-hini d’ar vrô a oa digwézet d’ézhan̄ évid hé ferc’henna.

7. Hag hî a zervichaz ann Aotrou keit ha ma vévaz Jozué hag ann hénaoured a vévaz pell-amzer d’é-c’houdé, ha péré hô dôa gwélet kémen̄d en dôa gréat ann Aotrou é-kén̄ver Israel.

8. Hôgen Jozué, mâb Nun, servicher ann Aotrou, a varvaz d’ann oad a zék vloaz ha kan̄t ;

9. Hag hî a véziaz anézhan̄ é harzou hé zigwéz, é Tamnatsaré war vénez Éfraim, war-zû ann han̄ter-nôz eûz a vénez Gaas.

10. Hag ann holl rumm tûd-zé ô véza bét unanet gan̄d hô zadou, é savaz ré all, péré na anavézen̄t két ann Aotrou, hag ann traou kaer en dôa gréat é-ken̄ver Israel.

11. Ha bugalé Israel a réaz ann drouk dirâg ann Aotrou, hag a zervichaz Baal.

12. Hag é tilézchon̄t ann Aotrou, Doué hô zadou, péhini en dôa hô zennet eûz a zouar ann Éjipt : hag éc’h heûḻchon̄t douéed a-ziavéaz, douéed ar boblou a choumé enn-drô d’ézhô, hag éc’h azeûlchon̄t anézhô. Hag ann Aotrou a savaz drouk enn-han̄ enn hô énep (T),

13. O véza ma tilézen̄t anézhan̄, ha ma heûlien̄t Baal hag Astarot.

14. Hag ann Aotrou ô sével droug enn-han̄ a-énep Israel, a lékéaz anézhô étré daouarn hô énébourien, péré hô c’héméraz, hag hô gwerzaz d’ann énébourien a choumé trô-war-drô : ha na hellchon̄t két ôber penn d’hô énébourien.

15. Hôgen é pé tû-bennâg ma fellé d’ézhô mon̄t, dourn ann Aotrou a oa war-n-ézhô, ével m’en dôa hé lavaret hag hé douet d’ézhô : hag hî a oé glac’haret-brâz.

16. Hag ann Aotrou a lékéaz barnerien da zével évid hô zenna eûz a zaouarn ar ré a waské war-n-ézhô ; hôgen na fellaz két d’ézhô hô sélaoui.

17. En em zaotra a réjon̄t gan̄d douéed a-ziavéaz, hag éc’h azeûlchon̄t anézhô. Dilézel a réjon̄t buhan ann hen̄t dré béhini hô dôa kerzet hô zadou : ha pétrâ-bennâg ma klevchon̄t gourc’hémennou ann Aotrou, é réjon̄t pep trâ a-énep d’ézhô.

18. Pa lékéa ann Aotrou barnerien da zével, e teûé da habaskaat, dré hé drugarez, keit ha ma véven̄t, hag é sélaoué klemvanou ar ré c’hlac’haret ; hag é tenné anézhô eûz a zaouarn ar ré a waské war-n-ézhô.

19. Hôgen goudé ma oa marô ar barner, é tistrôen̄t d’hô féc’héjou, hag é réan̄t gwasoc’h égét n’hô dôa gréat hô zadou, oc’h heûlia douéed a-ziavéaz, ô servicha anézhô, hag oc’h hô azeûli. Na zilézchon̄t két hô zéchou-fall, nag ann hen̄t kalet-brâz dré béhini é oan̄t boazet da gerzout.

20. Hag ann Aotrou ô véza éat drouk enn-han̄ a-énep Israel, a lavaraz (T) : O véza ma é deûz ar bobl-man̄ torret ar gévredigez em bôa gréat gand hé zadou, ha ma eo bét faé gan̄t-hi sélaouit va mouéz ;

21. Na zisman̄trinn két ar brôadou en deûz lézet Jozué pa eo marô ;

22. Évit ma wélinn dré-zé pétra eo bugalé Israel, ha ma wélinn hag hî a vir hen̄t ann Aotrou hag a gerz enn-han̄, ével ma hô deûz kerzet hô zadou. (T).

23. Ann Aotrou a lézaz éta ann holl vrôadou-zé, ha na fellaz két d’ézhan̄ hô disman̄tra râk-tâl, ha n’hô lékéaz két étré daouarn Jozué.


————