Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/147

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
113
ann eksod.

nakl ann désténi ; ha gloar ann Aotrou a gargaz anézhan̄.

33. Ha Moizez na hellé két mon̄t ébarz tabernakl ar gévrédigez, ô véza m’hé c’hôlôé holl ar goabren, ha ma luc’hé meûrdez ann Aotrou enn-han̄, dré ma oa gôlôed holl gan̄d ar goabren.

34. Pa’z éa-kuît ar goabren diwar ann tabernakl, bagalé Israel a iéa-kuît a van̄dennou ;

35. Ma en em zalc’hé ar goabren a-ziouc’h, hî a choumé war al léac’h.

36. Râk koabren ann Aotrou en em astenné war ann tabernakl enn deiz, ha tân enn nôz, hag holl boblou Israel hé gwélé eûz hô holl ziez.


————