Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/656

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
654
lizer katolik san̄t jakez abostol.

baskded, ar Broféded péré hô deûz komzet é hanô ann Aotrou.

11. Chétu é tisklériomp gwenvidik ar ré hô deûz gouzan̄vet. Klevet hoc’h eûz komza eûz a habaskded Job, ha gwélet hoc’h eûz divez ann Aotrou ; râg ann Aotrou a zô leûn a druez hag a drugarez.

12. Hôgen dreist pép-tra, va breûdeûr, na douit két, na dré ann én̄v, na dré ann douar, na dré nétrâ all é-béd. Hôgen ra vézô hô lavar : Ia, ia ; pé nann, nann ; évit na gouézot kéd dindân ar varnédigez.

13. Ha trist eo unan ac’hanoc’h ? Pédet. Ha laouen eo ? Kanet meûleûdiou Doué.

14. Ha klan̄v eo unan ac’hanoc’h ? Galvet béleien ann Iliz, péré a bédô war-n-ézhan̄, hag a lardô anézhan̄ gan̄d éôl é hanô ann Aotrou :

15. Ha péden ar feiz a zavétei ann dén-klan̄v, hag ann Aotrou a fréalzô anézhan̄ : ha ma en deûz gréat péc’hejou, é vézin̄t distaolet d’ézhan̄.

16. Kovésait hô péc’héjou ann eil d’égilé, ha pédit ann eil évid égilé évit ma viot salvet : râk péden stard eunn dén gwirion a hell kalz.

17. Éliaz a ioa eunn dén reuzeûdik ével-d-omp ; hôgen goudé m’en doé pédet évit na gouézché kéd a c’hlaô war ann douar, na gouézaz kéd a c’hlaô é-pâd tri bloaz ha c’houéac’h miz.

18. Hag hén̄ a bédaz adarré ; hag ann én̄v a rôaz glaô, hag ann douar a zougaz hé frouez.

19. Va breûdeûr, mar teû eur ré ac’hanoc’h da fazia diouc’h ar wirionez, ha mar béz distrôet gan̄d unan-bennâg ;

20. Gwézet pénaoz ann hini a zistrôiô eur péc’her eûz a fazi hé hen̄t, a virô hé éné diouc’h ar marô, hag a c’hôlôi kalz a béc’héjou.



————