Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/650

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
648
lizer san̄t paol abostol

ma lavaré Moizez : Spoun̄tet ounn, ha kréna a rann.

22. Hôgen tôstéed oc’h out ménez Sion, out kéar ann Doué béô, oud ar Jéruzalem én̄vuz, hag oud eur stroll dinivéruz a élez ;

23. Hag oud Iliz ar ré gen̄ta-ganet, hanvou péré a zô skrivet enn én̄vou, hag oud Doué a zô barner ann holl,

24. Hag out Jézuz han̄térour ann Testaman̄t nevez, hag oud ar skûḻ goâd-zé péhini a gomz gwelloc’h égéd hini Abel.

25. Likid évez na zisprizac’h ann hini a gomz ouz-hoc’h. Râk mar d-eo bét kastizet ar ré hô deûz disprizet ann hini a gomzé out-hô war ann douar : pégémen̄t é vézimp kastizet muioc’h, ni péré hor bézô pelléet ann hini a gomz ouz-omp eûz ann én̄v ;

26. Ann hini eûz a béhini ar vouéz é deûz neûzé lékéad ann douar da gréna ; péhini en deûz rôed eur gér nevez d’é-omp, ô lavarout : C’hoaz eur wéach hag é likinn da gréna nann hép-kén ann douar, hôgen ivé ann én̄v.

27. Hôgen ô lavarout : C’hoaz eur wéach, é teû da ziskleria pénaoz é lakai da éhana ann traou loc’huz, é-c’hîz traou gréat évid eunn amzer, évit na choumô néméd ann traou a zô diloc’huz.

28. Dré-zé piaouomp ar rouan̄télez diloc’huz, ha miromp ar c’hrâs, dré béhini éc’h azeûlimp Doué hervez hé ioul, gan̄t spoun̄t ha gan̄d doujan̄s.

29. Râg hon Doué a zô eunn tan gwastuz.


————
XIII. PENNAD.


1. Ra choumô gan-é-hoc’h ar garan̄tez a vreûr.

2. Na an̄kounac’hait két rei digémer enn hô tî, râg hiniennou oc’h ôber kémen̄t-sé hô deûz digéméret élez enn hô zî.

3. Hô pézet koun eûz ar ré a zô er chadennou, ével pa vec’h chadennet gan̄t-hô ; hag eûz ar ré a zô er c’hlac’har, ével pa vec’h enn hô c’horf.

4. Ra vézô reiz ar briédelez da bép-hini, ha dinam ar gwélé ; râk Doué a varnô ar c’hadaled hag ann avoultrerien.

5. Bévit hép pizôni, ha kavit-mâd ar péz hoc’h eûz ; râg hén̄ hé-unan en deûz lavaret : N’az dilézinn két, ha n’az kuitainn két.

6. Dré-zé é levéromp gan̄t fisian̄s : Ann Aotrou a zô skoazel d’in : n’am bézô kéd a aoun râg ar péz a hellô ann dûd da ôber d’in.

7. Hô pézet koun eûz hô plén̄erien, péré hô deûz prézéget d’é-hoc’h gér Doué : sellid oud divez hô frézégennou hag heûḻid hô feiz.

8. Jézuz-Krist a oa déac’h, a zô hiriô, hag a vézô ann hévélep hini enn holl amzeriou.

9. N’en em rôit két da gélénnadurésiou dishével hag a ziavéaz. Râg gwelloc’h eo krévaad hé galoun gan̄d ar c’hrâs, éget gan̄d ar boédou, péré n’in̄t két bét talvoudek d’ar re hô deûz hô miret.

10. Eunn aoter hon eûz, eûz a béhini na dlé két dibri ar ré a zervich ann tabernakl ;

11. Râk korfou al loéned eûz a béré ar goâd a zô douget gan̄d ar Bélek-brâz er San̄tuer évid ar péc’hed, a zô devet er-méaz eûz ar c’hamp.

12. Râk-sé Jézuz, évit san̄téla ar bobl dré hé c’hoad, en deûz gouzan̄vet er-méaz eûz ar pors.

13. Déomp éta d’hé gavout er-méaz eûz ar c’hamp, ô tougen hé zismégan̄s.

14. Râg n’hon eûz kéd aman̄ a géar paduz ; hôgen klask a réomp ann hini da zon̄t.

15. Kinnigomp éta bépred da Zoué eunn hostiv a veû1eûdi, da lavaroud eo, frouez ann diveûz péré a an̄sav hé hanô.

16. Na an̄kounac’hait két ar garan̄tez, ha kévrennidigez hô madou ; râk dré ann hévélep hostivou-zé eo é teû Doué trugarézuz enn hor c’hén̄ver.

17. Sen̄tid oud hô plén̄erien, ha plégit dindân-hô ; râg hî a veḻ, é-c’hiz ma tléfen̄t derc’hel koun̄t eûz hoc’h énéou ; évit ma rain̄t kémen̄t-sé gan̄t lévénez, ha nann gan̄t keinvan ; rak na vé két talvouduz d’é-hoc’h.