Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/621

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
619
ken̄ta lizer san̄t paol abostol d’ann tessalonied.

4. Hôgen ével ma omp bét dilennét gan̄d Doué évit fisiout enn-omp hé Aviel, komza a réomp ivé, nann évit plijoud d’ann dûd, hôgen évit plijoud da Zoué, péhini a arnod hor c’halounou.

5. Râk n’omp két bét labennérien enn hor prézégennou, ével ma ouzoc’h ; na pervez enn darvoud, Doué a zô tést.

6. Ha n’hon euz két ken-nébeût klasket meûleûdi ann dûd, nag hoc’h hini, nag hini ar ré all.

7. Ni a hellé bec’hia ac’hanoc’h ével Ébestel ar C’hrist ; hôgen é doaré bugaligou omp deûet enn hô kreiz, ével eur vagérez a zorlot hé bugalé.

8. Ével-sé gan̄d ar garan̄tez hor boa évid-hoc’h, ni hor bijé c’hoan̄téet rei d’é-hoc’h nann hép kén Aviel Doué, hôgen ivé hor buez hon-unan, ô véza ma oac’h deûet kér brâz d’é-omp.

9. Râk koun hoc’h eûz, va breûdeûr, eûz hol labour hag eûz hor skuizder, ha pénaoz hon eûz prézéget Aviel Doué d’é-hoc’h, ô laboura nôz-deiz, gan̄d aoun na zeûfemp da vec’hia hini ac’hanoc’h.

10. C’houi a zô tést, ha Doué ivé, péger san̄tel, péger gwirion, pégen didamall eo bét hor buezégéz enn hô touez, c’houi péré hoc’h eûz krédet.

11. Ha c’houi a oar pénaoz ounn en em rênet enn hô kén̄ver, ével eunn tad é-kén̄ver hé vugalé,

12. O kuzulia, ô fréalzi ac’hanoc’h, hag oc’h hô pidi stard d’en em réna enn eunn doaré dîn eûz a Zoué, péhini en deûz hô kalvet d’hé rouan̄télez ha d’hé c’hloar.

13. Dré-zé ivé é trugarékaomp Doué bépréd, pénaoz pa hoc’h eûz klevet gér Doué a brézégemp d’é-hoc’h, hoc’h eûz hé zigéméret, nann ével gér ann dûd, hôgen (é-c’hiz ma eo évit-gwîr) ével gér Doué, péhini a ziskouéz hé ners enn-hoc’h, c’houi péré a gréd enn-han̄.

14. Râk c’houi, va, breûdeûr, a zô deûet da heûlierien da Ilizou Doué, péré a zô é Judéa é Jézuz-Krist : ô véza ma hoc’h eûz gouzan̄vet ann hévélep heskinou a berz hô ken̄vrôiz, ével ma hô deûz gouzan̄vet a berz ar Iuzevien,

15. Péré hô deûz lazet ann Aotrou Jézuz hé-unan, hag hé Broféded ; péré hô deûz hon héskinet ; péré na blijon̄t kéd da Zoué, hag a zô énébourien d’ann dûd holl ;

16. Péré a vîr ouz-omp na brézégfemp d’ar Jen̄tiled ar gér a dlé hô savétei ; évit ma teûin̄t ével-sé da leûnia ar ven̄t eûz hô féc’héjou : râk buanégez Doué a zô en em astennet war-n-ézhô bétég ann divez.

17. Ével-sé, va breûdeûr, o véza bét évid eunn nébeud amzer rannet diouz-hoc’h, a gorf, nann a galoun, hon eûz c’hoan̄teet gan̄t mui a wall d’hô kwélout.

18. Dré-zé hon eûz bét c’hoan̄t da von̄d d’hô kwélout : ha mé Paol em eûz bét ann dézô-zé meûr a wéach ; hôgen Satan en deûz mired ouz-omp.

19. Râk pétrâ eo hon espéran̄s, hol lévénez, pé kurunen hor gloar, ma né két c’houi eo, dirâg hon Aotrou Jézuz-Krist, é deiz hé zonédigez ?

20. Râk c’houi eo hor gloar hag hol lévénez.


————


III. PENNAD.


1. Ével-sé ô véza na hellemp mui choum hép kelou ac’hanoc’h, eo bét gwell gan-én̄ choum va-unan é Aténaz :

2. Hag em eûz kaset d’é-hoc’h Timotéuz, hor breûr ha bélek Doué é Aviel ar C’hrist, évit rei ners d’é-hoc’h hag évid hoc’h erbédi da choum stard enn hô feiz :

3. Évit na vézo saouzanet dén gan̄d ann heskinou a c’hoarvez gan-é-omp : râk c’houi a oar pénaoz eo da gémen̄t-sé omp ton̄ket.

4. Râk pa édomp c’hoaz enn hô touez, é tiouganemp d’é-hoc’h pénaoz hor bijé en̄krézou da c’houzan̄vi, ével ma hon eûz bét, ha ma ouzoc’h.

5. Hag ô véza na hellenn mui gortozi, em eûz hé gaset d’é-hoc’h évid anaoud hô feiz : gan̄d aoun n’en défé ann tempter hô temptet, ha lékéad hol labour da véza difrouez.