Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/544

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
542
obériou ann ébestel.

goulenn : râk ouc’h-penn daou ugen̄ dén anézhô hô deûz aozet spiou d’ézhan̄, hag hô deûz gréat lé na zebrchen̄t, na na évchen̄t, kén n’hô dévézô hé lazet : ha bréma in̄t daré, ô c’héda ma aotréi d’ézhô hô goulenn.

22. Ar C’habitan éta a gasaz-kuît ann dén-iaouan̄k, ô c’hourc’hémenni d’ézhan̄ na lavarché da zén pénaoz en doa rôed ann ali-zé d’ézhan̄.

23. Hag ô véza galvet daou gan̄téner, é lavaraz d’ézhô : Dalc’hit kempenn adaleg ann trédé heur eûz ann nôz, daou c’han̄t soudard, dék marc’hek ha tri-ugen̄t, ha daou c’han̄t goafer, évit mon̄t bété Sézaréa.

24. Kempennid ivé kézek, évit lakaat Paol war-n-ézhô, hag hé gâs hép gwall da Féliks ar mérer.

25. Râg aoun en doé na zeûfé ar Iuzevien da gregi enn-han̄, ha d’hé laza, ha goudé-zé na vijé hén̄ tamallet é-c’hîz ma en défé kéméret arc’han̄t évit sé.

26. Skriva a réaz ivé eul lizer enn doaré-man̄ : Klodiuz Lisiaz d’ar mérer mâd meûrbéd Féliks, deiz-mâd.

27. Ar Iuzevien hô doa kéméret ann dén-zé hag a oa daré d’hé laza, pa ounn deûet gan̄t soudarded, hag em eûz hé dennet ac’hanô, ô véza anavézet pénaoz é oa Roman.

28. Ha gan̄d ar c’hoan̄t da c’houzout pé wall a damallent d’ézhan̄, em eûz hé gaset d’hô stroll.

29. Kavet em eûz pénaoz na damallen̄t d’ézhan̄ némét traou a zell oud hô lézen ; hôgen n’em eûz kavet gwall é-béd enn-han̄ a gémen̄t a vé dellézek eûz ar marô pé eûz ar prizoun.

30. Hag ô véza ma eo bét gréat mének d’in eûz ar spiou hô doa aozed d’ezhan̄, em eûz hé gased d’îd ; lavaret em eûz ivé d’hé damallerien don̄t da lavaroud dira-z-od ar péz a ouzon̄t enn hé énep. Kénavézô.

31. Ar zoudarded éta hervez ann urz a oa bét rôéd d’ézhô, a géméraz Paol, hag hé gasaz é-pad ann nôz da An̄tipatriz.

32. Hag an̄trônôz ô véza hé lézet gan̄d ar varc’heien é tristrôjon̄t d’ar c’hastel.

33. Ar ré-man̄ ô véza deûed da Zézaréa, a roaz al lizer d’ar mérer, hag a gasaz Paol dira-z-han̄.

34. Ar mérer ô véza lennet al lizer, a c’houlennaz a bé brovin̄s édo Paol : ha pa wézaz pénaoz é oa eûz a Zilisia :

35. Da zélaoui a rinn, émé-z-han̄, pa vézô deûet da damallerien. Hag é c’hourc’hémennaz hé virout é léz Hérodez.


————
XXIV. PENNAD.


1. Pemp dervez goudé, Ananiaz, Prin̄s ar véleien, gan̄d lôd eûs ann hénaoured, ha gan̄d eur prézéger hanvet Tertulluz, a ziskennaz dî évit tamallout Paol dirâg ar mérer.

2. Ha Paol ô véza bét galvet, Tertulluz a zéraouaz hé damallout, ô lavarout : O véza ma eo dré dé hon eûz eur péoc’h brâz, ha ma eo bét gréat meûr a wellaen gan̄d da gen̄t-preder ;

3. Hé anaout a réomp bépréd hag é pép léac’h, Féliks mâd-meûrbéd, gan̄t pép trugarez.

4. Hôgen na zaléinn kéd ac’hanod pelloc’h, hag ez pédann da zélaoui hor berr gomsiou gan̄d da vadélez a-vépréd.

5. Kaved hon eûz enn dén-zé péhini a zô eur vosen, péhini en deûz lékéat ann dizunvaniez er béd holl é-touez ann holl Iuzevien, ha pehini a zô da benn da zekt dispac’huz ann Nazarééned ;

6. Péhini ivé en deûz klasket saotra ann templ ; ha goudé béza krôged enn-han̄, hor boa c’hoan̄t d’hé varnout hervez hôl lézen.

7. Hogen ar mérer Lisiaz a zô deûet, hag en deûz hé dennet eûz a greiz hon daouarn gan̄t kalz a ners,

8. O rei urs d’hé damallerien da zon̄d dira-z-od : hag é helli da-unan hé varnout, hag anaoud ar wirionez eûz ann traou a damallon̄d d’ézhan̄.

9. Ar Iuzevien a aotréaz kémen̄t-sé, hag a lavaraz é oa gwîr.

10. Hôgen Paol a respoun̄taz (goudé m’en doé ar Mérer arouézed d’ézhan̄ komza) : Pa ouzonn pénaoz éz eûz meûr a vloaz émoud da varner war ar