Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/538

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
536
obériou ann ébestel.

ré zô gréat gan̄d daouarn ann dûd.

27. Hag hor micher hép-kén na vézô két gwall-vrudet, hôgen templ Diana-veûr a zeûi da nétrâ, hag hé meurdez péhini a zô azeûlet enn holl Azia hag er béd holl, a zeûi da nétra.

28. Pa glevchon̄t kémen̄t-sé é savaz eunn drouk brâz enn-hô, hag en em lékéjon̄t da gria ha da lavarout : Brâz eo Diana a Éfézuz.

29. Hag ar géar holl a oé leûn a zireiz ; hag en em daolchon̄t enn eur rumm brâz war ann téatr, hag é krôgchon̄t é Gaiuz hag é Aristarkuz eûz a Vasédonia péré a oa deûet gan̄t Paol.

30. Paol a fellé d’ézhan̄ en em ziskouéza d’ar bobl, hôgen ann diskibled a viraz out-han̄.

31. Hiniennou ivé eûz a brin̄sed ann Azia, péré a ioa miñouned d’ézhan̄ a gasaz d’hé bidi na d-ajé kéd d’ann téatr.

32. Hôgen lôd a grié enn eunn doaré, hag lôd all enn eunn doaré all ; râg ann en̄groez a ioa kemmesket enn Iliz : ha kalz anézhô na wien̄t két pérâg é oan̄t strollet.

33. Neûzé Aleksan̄der a oé tennet er-méaz eûz ann en̄groez, ha boun̄tet gan̄d ar Iuzevien. Hag Aleksan̄der ô véza goulennet gan̄d ann dourn ma tavchen̄t, a fellé d’ézhan̄ en em zidamallout dirâg ar bobl.

34. Hôgen pa anavézchon̄t pénaoz é oa-hén̄ eur Iuzéô, ann holl enn eur vouéz, é-pâd diou heur a griaz : Brâz eo Diana a Éfézuz.

35. Neûzé skrivañer kéar ô véza hô féoc’héet, a lavaraz d’ézhô : Tûd a Éfézuz, piou eo ann dén ha na oar két pénaoz ar géar a Éfézuz a azeûl Diana ar vrâz, merc’h da Jupiter ?

36. Pa na helleur kéd éta dislavarout kémen̄t-sé, eo réd é choumfac’h é péoc’h, ha na rafac’h nétrâ hép gwîr abek.

37. Râg ann dûd-zé hoc’h eûz digaset aman̄ n’in̄t na dibourc’herien templou, na touerien a-éneb hô touéez.

38. Ma en deûz Démétriuz, hag ar ré a labour gan̄t-han̄ eunn tamall-bennâg da ôber a-éneb eur ré, al léz a zalc’heur ; barnerien a zô ; r’en em zamallin̄t ann eil égilé.

39. Ma hoc’h eûz eunn dra-bennâg all da c’houlenni, é hellô béza barnet enn eur stroll hervez ar reiz.

40. Râg é-tâḻ émomp da veza tamallet ével dispac’herien évid ar pez a zô c’hoarvezet hiriô, pa na hellomp két rei abek é-béd évid didamallout ann dispac’h-man̄. Hag ô véza lavaret kémen̄t-sé, é kasaz-kuît ar stroll tûd.


————
XX. PENNAD.


1. Hôgen pa oé éhanet ann dispac’h, Paol a c’halvaz ann diskibled ha goudé béza hô aliet, é kimiadaz diout-hô, hag en em lékéaz enn hen̄t évit mon̄d er Masédonia.

2. Ha goudé béza bét é meûr a léac’h eûz ar vrô-zé, ha goudé béza aliet ar bobl é meûr a brézégen, é teûaz é Grés.

3. Pa oé choumet énô tri miz, ô véza m’hô doa ar Iuzevien aozet spiou d’ézhan̄ war ann hen̄t a dlié ôber évit mon̄d dré vôr er Siria, é kéméraz ann dézô da zistrei dré ar Vasédonia.

4. Gan̄t-han̄ éz éaz Sopater mâb Pirruz eûz a Vérea, Aristarkuz ha Sékon̄duz eûz a Dessalonika, ha Gaiuz eûz a Zerbé, ha Timotéuz ; ha Tikikuz ha Trofimuz eûz ann Azia.

5. Ar ré-man̄ ô véza éat a-raok, a c’hortozaz ac’hanomp é Troad.

6. Évid-omp-ni, goudé deisiou ar bara dic’hoell, é piñchomp enn eul léstr é Filippoz, hag é teûjomp d’hô c’havoud é Troad é pemp dervez ; hag é chomchomp énô seiz dervez.

7. D’ann deiz ken̄ta eûz ar zizun pa oa strollet ann diskibled évit terri ar bara, Paol péhini a dlié mon̄t-kuît an̄trônôz a strivé gan̄t-hô, hag a gasaz hé brézégen bétég han̄ter-nôz.

8. Kalz a gleûzeûriou a ioa er gambr huel é péhini é oamp strollet.

9. Hag ô véza ma oa hirr prézégen Paol, eunn den-iaouan̄k hanvet Eûtikuz péhini a oa azézet war eur prénestr, a gouskaz, hag ô véza kousket-mîk é kouézaz eûz ann trédé kembot d’ann traon̄, hag é oé savet marô ac’hanô.