Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/525

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
523
obériou ann ébestel.

36. Doué en deûz komzet out bugalé Israel, ô tiougani d’ézhô ar péoc’h dré Jézuz-Krist (hen-nez eo Aotrou ann holl) :

37. C’houi a oar pétrâ eo bét ar vrud eûz a gémen̄t a zô bét c’hoarvézet er Judéa holl, ô téraoui dré ar C’haliléa, goudé ar vadizian̄t en deûz prézéget Iann :

38. Pénaoz en deûz Doué sakret Jézuz a Nazaret gan̄d ar Spéred-San̄tel ha gan̄d ann ners ; ha pénaoz eo tréménet Jézuz enn eur ober vâd hag enn eur baréa ar ré holl a ioa mac’het gan̄d ann diaoul, ô véza ma oa Doué gan̄t-han̄.

39. Ha ni a zô téstou eûz a gémen̄t en deûz gréat é brô ar Iuzevien, hag é Jéruzalem ; koulskoudé hé lazet hô deûz oc’h hé staga oud eur groaz prenn.

40. Hôgen Doué en deûz hé lékéad da zével ann trédé deiz a varô da véô, hag en deuz gréat ma eo bét gwélet splann :

41. Nann gan̄d ar bobl holl, hôgen gan̄d ann téstou dilennet a-raok gan̄d Doué ; gan-é-omp, ni péré hon euz debret hag évet gan̄t-han̄, goudé m’eo bét savet a varô da véô.

42. Ha gourc’hémennet en deuz d’éomp prézégi d’ar bobl, ha tésténia pénaoz eo hén̄ a zô bét lékéat gan̄d Doué da varner d’ar ré véô ha d’ar re varô.

43. Ann holl Broféded a rô tésténi d’ézhan̄, pénaoz ar ré holl a grédô enn-han̄, a zigémérô enn hé hanô ann distol eûz hô féc’héjou.

44. Per a lavare c’hoaz ar geriou-zé, pa ziskennaz ar Spéred-San̄tel war ar ré holl a sélaoué ar gér.

45. Hag ann dûd léal a oa bét trô-drouc’het, hag a oa deûed gan̄t Per, a oé souézet brâz, ô véza ma oa ivé skuḻet grâs ar Spered-San̄tel war ar Jen̄tiled.

46. Râg hô c’hlevoud a réan̄t ô lavaroud ann iézou, hag ô veûli Doué.

47. Neûzé Per a lavaraz : Ha dén a hell dinac’ha dour, évit mirout na vé badézet ar ré hô deûz digéméret ar Spéret-San̄tel ével-d-omp-ni ?

48. Hag é c’hourc’hémennaz hô badézi é hanô ann Aotrou Jézuz-Krist. Neûzé é pédchon̄t anézhan̄ da choum gan̄t-hô eunn dervez-bénnâg.


————
XI. PENNAD.


1. Ann Ébestel, hag ar vreûdeûr a ioa é Judéa, a glevaz pénaoz ar Jen̄tiled hô-unan hô doa digéméret gér Doué.

2. Hôgen pa oé piñet Per é Jéruzalem, ar ré a oa bét trô-drouc’het a strivé out-han̄,

3. O lavarout : Pérâg oud-dé éat da gavout tûd ha n’in̄t két trô-drouc’het, ha pérâg éc’h eûz-dé debret gan̄t-hô ?

4. Hôgen Per a zéraouaz danévella ann traou enn ho reiz, ô lavarout :

5. Édounn ô pidi é kéar Joppé, hag enn eunn estlam a spéred em eûz bét eur wélédigez é péhini em eûz gwélet eul léstr ô tiskenni ével eunn dousier vrâs a-ispiḻ dré ar pevar c’horn eûz ann én̄v, hag a zeué bétég enn-oun.

6. Hag ô véza sellet piz out-han̄, em eûz gwélet anévaled pevar-zroadek eûz ann douar, ha loéned gouez, ha loéned stléch, ha laboused eûz ann én̄v.

7. Hag em eûz klevet eur vouéz a lavaré d’in : Saô, Per, laz, ha debr.

8. Hôgen mé a lavaraz : Doué ra virô, Aotrou ; râk biskoaz nétrâ a louz nag a zic’hlan n’eo éad em génou.

9. Hag ar vouéz a gomzaz eunn eil gwéach eûz ann én̄v, hag a lavaraz : Na lavar két é vé louz ar péz a zô glanet gan̄d Doué.

10. Kémen̄t-sé a c’hoarvézaz a-héd teir gwéach : ha pép trâ a oé tennet adarré enn én̄v.

11. Ha chétu tri dén péré a oa bét kaset eûz a Zésaréa étrézég enn-oun a zeûaz enn tî.

12. Hôgen ar Spéred a lavaraz d’in mon̄t gan̄t-hô héb arvar. Ar c’houéach breûr-man̄ a zeûaz ivé gan-én̄, hag éz éjomb da dî ann dén.

13. Hag hén̄ a zanévellaz pénaoz