Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/5

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
3
levr ar profed isaias.

ar brasa dén a zô en em vuéléet ; na zistol két éta d’ézhô.

10. Kéa ébarz ar méan, ha kûz é toullou ann douar, a zirâk aoun ann Aotrou, ha gloar hé veûrded.

11. Daoulagad ann dén rôk a vézô vuéléet, hag uc’helded ar ré vrâz a vézô izéléet ; ann Aotrou hép-kén a vézô uc’héléet enn deiz-zé.

12. Râk deiz Aotrou ann arméou a vézô war ann holl ré rôk, ha war ar ré valc’h, ha war ann holl ré zichek ; hag hî a vézô vuéléet ;

13. Ha war ann holl wéz-sedr euz al Liban uc’hel hag éeun, ha war ann holl zerô eûz a Vasan :

14. Ha war ann holl vénésiou uc’hel, ha war ann holl grec’hiennou sounn :

15. Ha war ann holl douriou uc’hel, ha war ann holl vuriou kré :

16. Ha war ann holl listri eûz a Darsis, ha war gémen̄t a zô kaer da wélout.

17. Hag uc’helded ann dén a vézô izéléet, ha balc’hder ar ré vrâz a vézô vuéléet, hag ann Aotrou hép-kén a vézô uc’héléet enn deiz-zé.

18. Hag ann holl idolou a vézô brévet.

19. Hag hî a iélô é kéviou ar rec’hier, hag é toullou ann douar, a zirâg aoun ann Aotrou, ha gloar hé veûrded, pa zavô évit skei war ann douar.

20. Enn deiz-zé ann dén a zistolô hé idolou arc’han̄t, hé skeudennou aour, ar gôzed hag al lôgôd-dall, hô dôa gréat évid hô azeûli.

21. Hag hén̄ a iélô é faoutou ar vein, hag é kéviou ar rec’hier, a zirâg aoun ann Aotrou, ha gloar hé veûrded, pa zavô évit skei war ann douar.

22. Éhanit éta ouc’h ann dén-zé, péhini en deuz hé halan enn hé zifron, râg Uc’hel-meûrbéd eo war a grédeur.


————


III. PENNAD.


Ann Aotrou a damall rogen̄tez ha fougé merc’hed Sion.


1. Râk chétu ann trec’her, Aotrou ann arméou a denn eûz a Jéruzalem hag eûz a Juda, ar galoun hag ann nerz, holl vagadur ar bara, hag holl vagadur ann dour ;

2. Ann dén kalounek, hag ann dén a vrézel, ar barner, hag ar profed hag ann diouganer, hag ann den kôz ;

3. Ar prin̄s war han̄ter-kan̄t, hag ann dén eûz a eunn dremm-énoruz, hag ar c’huzulier, hag ar méchérour ar gwiziéka, hag ar prézéger ann hélavara.

4. Bugalé a rôinn d’ézhô da brin̄sed, ha tûd laosk a aotrouniô anézhô.

5. Hag ar bobl en em zispac’hô ; hag ann dén a zavô a-énep ann dén, hag ar miñoun a-énep hé viñoun ; ar bugel a zavô a-énep ann dén kôz, hag ann dén displéd a-énep ann dén nobl.

6. Pép-hini a gémérô hé vreûr ganet é-tî hé dâd, ô lavarout : Diḻad éc’h eûz, béz da brin̄s d’é-omp ; dindân da zourn éma ann disman̄tr-zé.

7. Hag hén̄ a respoun̄tô enn deiz-zé, ô lavarout : N’ounn kéd eul louzaouer ; hag em zî-mé n’eûz na bara na diḻad ; n’am likiit kéd da brin̄s war ar bobl.

8. Râk daré eo Jéruzalem da gouéza, ha Juda da véza diskaret : râg hô zéôd hag hô ôberiou a zô savet a-éneb ann Aotrou, évid héga daoulagad hé veûrded.

9. Doaré hô dremm a rô testéni enn hô énep ; hag hî hô deûz embannet hô féc’hed ével Sodom, ha n’hô deuz két hé guzet. Gwâ hô éné, râk distolet eo d’ézhô hô drouk.

10. Livirit d’ann dén reiz gédal ar mâd, ô véza ma kutuḻô frouez hé ôberiou.

11. Gwâ ann dén fallagr enn hé wall ; râg gôbr hé zaouarn a zeûi d’ézhan̄.

12. Va fobl a zô bét dibourc’het gan̄d hé breizerien, hag ar gragez hô deuz hé aotrouniet : Va fobl, ar ré a lavar ez oud gwenvidik, az touell, hag a dorr hen̄t da gamméjou.

13. Ann Aotrou a zô savet évit barna ; saved eo évit barna ar boblou.

14. Ann Aotrou a varnô da gen̄ta hénaoured ha prin̄sed hé bobl ; râk