Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/49

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
47
levr ar profed isaias.

ann dén kré a vézô tennet diout-han̄, hag ar ré a oa bét lékéat da sklaved gan̄d ann dén galloudek, a vézô dieûbet. Ar ré hô dôa da varnet a varninn, ha da vugalé a zieûbinn.

26. Ha mé a lakai da énébourien da zibri hô c’hîg hô-unan, ha d’en em vezvi gan̄d hô goad hô-unan, ével gan̄t gwîn c’houék : ha pép kîk a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou da Zalver, ha da zaspréner kré, ô Jakob.


————


L. PENNAD.


Disman̄tr énébourien ar Mési.


1. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Pétrâ eo ar skrid-rann-zé, gan̄t péhini em euz kaset-kuît da vamm ? Pé piou eo ar c’hrédour-zé d’in da béhini em eûz hô kwerzet ? Chétu enn abek d’hô fallagriézou oc’h bét gwerzet, hag enn abek d’hô kwallou em eûz kaset-kuît hô mamm.

2. Râk deûet ounn, ha na va dén ; galvet em eûz, ha dén n’en deûz va c’hlevet. Ha berréet, ha bihanéet eo va dourn, évit na helfenn mui hô taspréna ? Ha n’em eûz mui ann ners d’hô tieûbi ? Chétu gan̄t va gourdrouz é likiinn ar môr da véza hesk, hag é tizec’hinn ar steriou ; ar pesked a vreinô hép dour hag a varvô gan̄d ar sec’hed.

3. A dévalien é wiskinn ann én̄vou, hag ével eûz a eur sac’h é c’hôlôinn anézhô.

4. Ann Aotrou en deûz rôet d’id eunn téôd gwiziek, évit ma hellinn harpa gan̄d ar gér ann hini a zô skuîz, diouc’h ar min̄tin é sâv ac’hanoun, diouc’h ar min̄tin é sâv va skouarn, évit ma sélaouinn anézhan̄ ével eur mestr.

5. Ann Aotrou Doué en deûz digoret va skouarn, ha n’em eûz két énébet outhan̄ ; n’ounn két bét éat war va c’hîz.

6. Va c’horf em eûz rôet d’ar ré a skôé gan-én̄, ha va divoc’h d’ar ré a zaché war va barô ; n’em eûz két distrôet va daoulagad dioud ar ré a gunuc’hé ac’hanoun, hag a skôpé ouz-in.

7. Ann Aotrou Doué eo va skoazeller ; râk-sé n’ounn két bét mézékéet ; rôet em euz va dremm ével eur méan ar c’haléta, hag é ouzonn pénaoz na vézinn két mézékéet.

8. Tôst eo ann hini a zidamall ac’hanoun, piou a énébo ouz-in ? Kerzomp kévret, piou eo va énébour ? Ra dôstai ouz-in.

9. Chétu ann Aotrou Doué a zô da skoazeller d’in : piou a damallô ac’hanoun ? Chétu hî holl a vreinô ével diḻad ; gan̄d ann tartouz é vézin̄t débret.

10. Piou ac’hanoc’h a zouj ann Aotrou, hag a zélaou mouéz hé zervicher ? Ann hini a valé enn dévalien, ha n’en deûz két a c’houlou, ra lakai hé c’héd é hanô ann Aotrou, ha r’en em harpô war hé Zoué.

11. Chétu c’houi holl hoc’h eûz c’houézet tân, hoc’h eûz lékéat flammou da zével enn-drô d’é-hoc’h ; baleit é goulou hô tân, hag er flammou hoc’h eûz lékéat da zével ; gan̄t va dourn eo bét gréat kémen̄t-sé d’é-hoc’h ; enn hô klac’hariou é kouskot.


————


LI. PENNAD.


Jéruzalem dic’hlac’haret.


1. Sélaouit ac’hanoun, c’houi péré a heûl ar reizded, hag a glask ann Aotrou ; arvestit ar méan a béhini oc’h bét trouc’het, hag ar poull doun a béhini oc’h bét tennet.

2. Arvestit Abraham hô tâd, ha Sara péhini é deûz hô kanet ; râg hé c’halvet em eûz hé-unan, hé venniget em eûz, hag hé gresket em eûz.

3. Dré-zé ann Aotrou a zic’hlac’harô Sion, hag a zic’hlac’harô hé holl zizériou ; hén̄ a drôi hé zistrô enn eul léach dudiuz, hag hé léac’h didûd enn eul liors d’ann Aotrou. Kavet é vézô enn-hî al lévénez hag al lîd, ann trugarézou hag ar c’hanaouennou a veûleûdi.

4. Sélaoûit ac’hanoun, va fobl ; va