Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/472

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
470
aviel san̄tel jézuz-krist

51. Hôgen Jézuz a lavaraz : List bété vréma. Hag ô véza lékéad hé zourn war skouarn ann dén-zé, é paréaz anézhan̄.

52. Neûzé é lavaraz d’ar ré a ioa deûed évit kregi enn-han̄, da Brin̄sed ar véleien, da Bennou ann templ ha d’ar Sénatored : Deûed oc’h gan̄t klézeier ha gan̄t bisier ével da géméroud eul laer.

53. Évid-oun da véza bemdéz gan-é-hoc’h enn templ, n’hoc’h eûz két lékéat hô taouarn war-n-oun : hôgen hou-man̄ eo hoc’h heur, ha galloud ann dévalien.

54. Hôgen goudé béza kroged enn-han̄, é kaschon̄t anézhan̄ da dî ar Bélék-brâz : ha Per a heûlié anézhan̄ a bell.

55. Ann dûd-zé ô véza gréat tân é kreiz ar pors, a ioa azézet enn-dro d’ézhan̄, ha Per a heulié anézhan̄ a bell.

56. Eur vatez péhini hé wélaz azézet out sklerijen ann tân, a sellaz pîz out-han̄, hag a lavaraz : Hé-man̄ a ioa ivé gan̄t-han̄.

57. Hôgen hén̄ a nac’haz anézhan̄, ô lavarout : Maouez, na anavézann kéd anézhan̄.

58. Ha nébeût goudé eunn all ô wéloud anézhan̄ a lavaraz : Ha té a zô ivé euz ar ré-zé. Hôgen Per a lavaraz : O dén, n’ounn két.

59. Ha war-drô eunn heur goudé eunn all a doué, ô lavarout : Évit-gwîr hé-man̄ a ioa ivé gan̄t-han̄ ; râg eûz a C’haliléa eo ivé.

60. Ha Per a lavaraz : Dén, na ouzonn két pétrâ a lévérez. Ha râk-tâl, ha pa gomzé c’hoaz, ar c’hiḻek a ganaz.

61. Hag ann Aotrou ô tistrei a zellaz ouc’h Per. Ha Per en doé koun eûz a c’hér ann Aotrou, pa lavaré : Abarz ma kanô ar c’hiḻek, ez pézô va dinac’het teir gwéach ;

62. Ha Per ô véza éad er-méaz a wélaz gan̄t c’houervder.

63. Hôgen ar ré a zalc’hé Jézuz, a réa goab anézhan̄, hag a skôé gan̄t-han̄.

64. Hag ô véza hé vouchet, é skôen̄t war hé zremm, hag é lavaren̄d d’ézhan̄ : Diougan piou en deûz skôet gan-éz ?

65. Ha kalz kunuc’hennou all a lavaren̄d d’ézhan̄.

66. Ha pa oé deûed ann deiz, Hénaoured ar bobl, ha Prin̄sed ar véleien hag ar Skribed en em strollaz, hag a gasaz anézhan̄ enn hô léz, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Mar d-oud ar C’hrist, lavar d’é-omp.

67. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Ma lavarann d’é-hoc’h éz ounn, na grédot kéd ac’hanoun.

68. Ha ma rann goulenn é-bed d’é-hoc’h, na respoun̄tot kéd d’in, ha n’em laoskot két.

69. Hôgen pelloc’h Mâb ann dén a vézô azézet enn tu déou da c’halloud Doué.

70. Neûzé ann holl a lavaraz d’ézhan̄ : Té a zô éta Mab Doué ? Hag hén̄ a lavaraz : Hé lavaroud a rit ; béz’ éz ounn.

71. Hag hî a lavaraz : Pétrâ hon eûz-ni ézomm a dest ? Ha n’hon eûz-ni két klevet kemen̄t-sé hon-unan eûz hé c’hénou ?


————


XXIII. PENNAD.


1. Hag ann holl dûd-zé ô véza savet, a gasaz Jésuz dirâk Pilat.

2. Hôgen hî a zéraouaz hé damallout, ô lavarout : Kaved hon eûz hé-man̄ ô touella hon brôiz, ô virout na baéet ar gwiriou da Zézar, hag ô lavarout pénaoz é oa Doué hag ar C’hrist.

3. Ha Pilat a réaz ar goulenn-man̄ digan̄t-han̄ : Ha té eo Roué ar Iuzevien ? Hag hén̄ a respoun̄taz hag ar lavaraz : Hé lavaroud a réz.

4. Neûzé Pilat a lavaraz da Brin̄eed ar véleien ha d’ar bobl : Na gavann gwall é-bed enn dén-zé.

5. Hôgen hî a gen̄dalc’hé stard, ô lavarout : Lakaad a ra ar bobl da zispac’ha, ô kélenna dré ann holl Judéa, ô téraoui adaleg ar Galiléa bétég aman̄.

6. Pilat ô klevout komza eûz a C’haliléa, a c’houlennaz ma oa ann dén-zé Galiléad.

7. Ha kerken̄t ha ma klevaz pénaoz