Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/448

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
446
aviel san̄tel jézuz-krist

embannaz kémen̄d en doa Jézuz gréad enn hé gén̄ver.

40. Hôgen pa zistrôaz Jézuz, eul lôd brâz a dûd a zeûaz d’hé zigémérout ; râg ann holl a c’hortozé anézhan̄ .

41. Ha chétu é teûaz eunn dén, hanvet Jairuz, ha péhini a ioa eur penn-dén er sinagog : hag hén̄ en em daolaz out treid Jezuz, ô pidi anézhan̄ da von̄d enn hé dî.

42. Dré m’hen doa eur verc’h daouzek vloaz pé war-drô, péhini a oa daré da vervel. Ha pa’z éa gan̄t-han̄, en em gavaz mac’het gan̄d ann en̄groez.

43. Eur vaouez péhini a ioa klân̄ gan̄d ann diwad daouzék vloaz a ioa, ha péhini é doa dispiñet hé holl vadou gan̄d al louzaouerien, héb béza pareet gan̄d hini anézhô,

44. A dôstaaz out-han̄ a-ziadré, hag a zournataz penn-piḻ hé zaé : ha râk-tâl hé gwâd a éanaz da rédek.

45. Jézuz a lavaraz : Piou eo en deûz stoked ouz-in ? Hôgen pep-hini ô lavarout né oa kéd hen é oa, Per hag ar ré a ioa gan̄t-han̄ a lavaraz : Mestr, ann en̄groez a vâc’h hag a skuîz ac’hanod, hag é lévérez : Piou en deûz stoked ouz-in ?

46. Ha Jézuz a lavaraz : Unan-bennâg en deûz stoked ouz-in ; râg anavézed em eûz pénaoz eunn ners a zô éad ac’hanoun.

47. Hôgen ar vaouez ô wélout pénaoz na hellé kéd en em guza, a zeûaz enn eur gréna, en em daolaz d’hé dreid, hag a ziskleriaz dirâg ann holl bobl pérâg é doa stoked out-han̄, ha pénaoz é oa bét iac’héet râk-tâl.

48. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhi : Va merc’h, da feiz en deûz da iac’héet : kéa é péoc’h.

49. Pa gomzé c’hoaz, é teûaz eur ré hag a lavaraz da benn-dén ar sinagog : Marô eo da verc’h ; na hég két pelloc’h ann Aotrou.

50. Hôgen Jézuz ô véza kleved ar gér-zé a lavaraz da dâd ar plac’h-iaouan̄k : N’az péz kéd a aoun ; kréd hép-kén, hag hi a vézô iac’h.

51. Ha pa oé deûed enn tî, na aotréaz da zén mon̄t gan̄t-han̄, néméd da Ber, ha da Jakez, ha da Iann, ha da dad ha da vamm ar plac’h-iaouan̄k.

52. Hôgen ann holl a lén̄vé hag a geiné. Hag hén̄ a lavaraz : Na lén̄vit két, né két marô ar plac’h-iaouan̄k, hôgen kousked eo.

53. Hag hî a réa goab anézhan̄, ô véza ma wien̄t éz oa marô.

54. Hôgen Jézuz ô kregi enn hé dourn a griaz, hag a lavaraz : Plac’h-iaouan̄k, saô.

55. Hag hé éné a zistrôaz, hag é savaz râk-tâl. Hag hen̄ a c’hourc’hémennaz rei da zébri d’ézhi.

56. Hé zûd a oé souézet-brâz, hag hén a c’hourc’hémennaz d’ézhô na lavarjen̄d da zén ar péz a oa c’hoarvézet.


————


IX. PENNAD.


1. Jézuz ô véza galvet ann daouzég Abostol, a rôaz d’ézhô ann ners hag ar galloud war ann holl ziaoulou, hag ar galloud da iac’haat ann holl glén̄véjou.

2. Hag é kasaz anézhô da brezégi rouan̄télez Doué, ha da iac’haad ar ré glan̄v.

3. Hag hén a lavaraz d’ézhô : Na zougit nétrâ enn hen̄t, na bâz, na sac’h, na bara, nag arc’han̄t ; ha na gémérit kéd diou zaé.

4. Hag é pé tî-bennâg m’az éot, choumid énô, ha n’az ît két kuîd achanô.

5. Ha mar éz eûz unan-bennâg ha na zigémérô kéd ac’hanoc’h, p’az éot-kuît eûz hô c’héar, hejit ar poultr eûz hô treid é testéni enn hô énep.

6. Hôgen ô véza éad-er-méaz, éz éan̄d dré ar c’heriou, ô prézégi ann Aviel hag ô iac’haad ar ré glan̄v dré-holl.

7. Hôgen Hérodez ann tétrark a glevaz kémen̄d a réa Jézuz, hag éc’h arvaré, dré ma lavaré lôd,

8. Pénaoz Iann a ioa saved a varô da véô : ha lôd all, pénaoz Éliaz a ioa en em ziskouézet : ha lôd all, pénaoz unan eûz ar Brofédez kôz a ioa saved a varô da véô.

9. Neûzé Hérodez a lavaraz : Lékéad em eûz trouc’ha hé benn da