Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/415

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
413
hervez san̄t vark.

zék paner leûn gan̄d ann dilerc’h eûz ar bara hag eûz ar pésked.

44. Hôgen eûz ar ré hô doa debret éz oa pemp mil dén.

45. Ha kerken̄t Jézuz a rédiaz hé ziskibled da biña er vâg, évit m’az ajen̄d enn hé raok enn tu all d’al lagen étrézék Betsaida, é-pâd ma kasché-kuîd ar bobl.

46. Ha pa en doé hô c’haset-kuît, éz éaz war eur ménez évit pidi.

47. Ha pa oé deûed ar pardaez, ar vâg a ioa é-kreiz ar môr, hag hén̄ a ioa hé-unan war ann douar.

48. Ha pa wélaz anézhô ô kaout béac’h ô roen̄via (râg ann avel a ioa énep d’ézhô), war-drô ar pévaré dihun eûz ann nôz, é teûaz étrézég enn-hô ô kerzoud war ar môr : ha c’hoan̄t en doa d’hô diaraogi.

49. Hôgen hî pa weljon̄d anézhan̄ ô kerzout war ar môr, é venjon̄t pénaoz é oa eunn teûz, hag en em lékéjon̄t da c’harmi.

50. Râg holl é wéljon̄d anézhan̄, hag hô doé spoun̄t brâz. Hôgen kerken̄t é komzaz out-hô, enn eul lavarout : hô pézet fisian̄s, mé éo, na spoun̄tit két.

51. Hag é piñaz gan̄t-hô er vâg, hag ann avel a baouézaz. Ha kémen̄t-sé a souézaz c’hoaz muioc’h anézhô.

52. Râk n’hô doa két gréad a évez out burzud ar baraou, kenn dall é oa hô c’haloun.

53. Ha goudé béza treûzed al lagen, é teûjon̄d é douar Jénézaret, hag é touarjôn̄d énô.

54. Ha pa oen̄d éad er-méaz eûz ar vâg, tûd ar vrô a anavézaz anézhan̄ râk-tâl (G).

55. Hag ô véza réded dré ann holl vrô, é téraoujon̄d digas war hô gwéléou ar ré-glan̄v diwar-drô, el léac’h ma kleven̄t é oa Jézuz.

56. Hag é pé léac’h-bennâg ma ’z éa, pé er bourc’hiou, pé er c’heriou, pé er gwikou, é lékéan̄t ann dud-klan̄v war leûr-géar, hag é péden̄t anézhan̄ da aotréa ma helljen̄t hép-kén steki out penn-piḻ hé zaé : ha kémen̄d hini a stoke out-han̄ a vézé paré.


————


VII. PENNAD.


1. Neûzé ar Farizianed ha lôd euz ar Skribed, péré a zeûé a Jéruzalem a iéaz d’hé gavout.

2. Ha pa wéljon̄d lôd eûz hé ziskikled péré a zebré bara, gan̄d daouarn dic’hlan, da lavaroud eo, héb béza hô gwalc’het, é tamaljon̄d anézhô.

3. Rag ar Farizianed, hag ann holl Iuzevien na zebron̄t két, héb béza aliez gwalc’hed hô daouarn, évit mirout kéménnadurézou a-c’hénou ar ré gôz.

4. Ha pa zeûon̄d eûz ar marc’had, na zebron̄t két, héb béza en em walc’het. Kalz traou all a zô péré a dléon̄d da virout, diouc’h ar c’héménnadurézou a-c’hénou : gwalc’hi ar c’hôpou, ar pôdou, al listi arm hag ar gwéléou.

5. Hag ar Farizianed, hag ar Skribed a lavaraz d’ézhan̄ : Pérâk da ziskibled na viron̄t-hi két kéménnadurez a-c’hénou ar ré gôz ? Pérâg é tebron̄t-hi bara héb béza gwalc’hed hô daouarn ?

6. Hôgen hén̄ a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhô : Diouganet mâd en deûz Izaiaz diwar hô penn, pilpouzed, diouc’h ma eo skrivet : Ar bobl-man̄ a énor ac’hanoun a-c’hénou, hôgen hô c’halonn a zô pell diouz-in.

7. Hôgen enn-aner eo éc’h énoron̄t ac’hanoun ô teski lézennou ha gourc’hémennou ann dûd.

8. Râg ô lézel gourc’hémenn Doué, é mirit kéménnadurez a-c’hénou ann dûd, ô walc’hi al listri arm, hag ar c’hôpou, hag oc’h ôber kalz traou all hén̄vel ouc’h ar ré-man̄.

9. Hag é lavaraz c’hoaz d’ézhô : Tûd vâd oc’h pa dorrit gourc’hémenn Doué, évit mirout hô kéménnadurez hoc’h-unan.

10. Râk Moizez en deûz lavaret : Énor da dâd ha va vamm. Hag ivé : Piou-bennâg a zrouk-pédô gan̄d hé dâd, pé gan̄d hé vamm, a dlé béza lékéad d’ar maro.

11. Hôgen c’houi a lavar : Ma lavar eunn dén d’hé dâd pé d’hé vamm, Korban, da lavaroud eo, pép rô a zeûi ac’hanoun, ra vézô talvoudek d’îd :